Claidheamh-mòr (ger skosek a dalva "kleze meur", skrivet e vez "Claymore" peurliesañ e yezhoù all) a reer eus ur seurt kleze hir skosat eus fin ar Grennamzer. E stumm zo anavezet gant e zornell a zo div vazh stouet dezhañ ha dafaret gant pennoù e peder ranngelc'h. Implijet e oa bet etre ar XVvet hag ar XVIIvet kantved.

Claidheamh-mòr, XVIvet kantved
National Museum of Scotland
Claidheamh-mòr eKastell Dunvegan
Footsteps of Dr. Johnson, 1890

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Goude Akta Unaniezh 1707, pa veze ar Skosiz hag ar Saozon tolpet er memes rejimantoù e veze gwelet ar c'hleze-meur evel ur merkad diforc'h gant an ofiserien skosat diouzh ar re saoz a veze tanavoc'h o c'hleze.
Claidheamh-mòr zo un arouez a nerzh hag a gadarnded liammet ouzh ar vuhez e giz an Uheldirioù.