Hent-houarn Sant-Maloù Roazhon
Linenn Roazhon - Sant-Maloù | ||
---|---|---|
Linenn eus Sant-Maloù da Roazhon | ||
| ||
Bro | ![]() | |
Kerioù tremenet | Dol, Sant-Maloù, Roazhon | |
Istor | ||
Digoridigezh | 1864 | |
Tredanadur | 2005 | |
Korvoerien | Ouest (1855 - 1909) Stad (1909 - 1938) SNCF (adalek 1938) | |
Spizverkoù teknikel | ||
Niverenn Ofisiel | 441 000 | |
Hirder | 81 km | |
Ledander | hent boutin (1,435 m
) | |
Tredanaet | Patrom:25000 V - 50 Hz | |
Diribin brasañ | 7 ‰ | |
Niver a forzhioù | div forzh | |
Tremenerezh | ||
Perc'henn | RFF | |
Korvoer(ien) | SNCF | |
Tremenerezh | THR Breizh, Tren Tizh Bras | |
kemmañ ![]() |
Ul linenn hent-houarn zo etre Roazhon ha Sant-Maloù. Termenadur RFF (Hentoù-houarn bro-Frañs) al linenn eo 441000.
IstorAozañ
Er bloavezhioù 1840, kumunioù Sant-Malo ha Sant-Servan, hag ivez Parame a goulenn e vefen liammet d'ar rouedad hentoù-houarn, dre an hent-houarn nevez ar C'hornog (liamm evit an hentoù-houarn ar c'hornog) hag a vo savet a-benn nebeut er bloavezhioù-se. A-drugarez d'al Lezenn hag a c'henstroll hentoù-houarn Breizh ha Normandi e vo respontet d'ar goulenn-mañ an 11 a viz mae 1855[1]. Al lezenn a aotre krouidigezh ar c'hevredigezh hentoù-houarn ar c'hornog hag an teul ouzhpennet, ennañ ar poent 6 o komz deus an hent-houarn davet Sant-Malo, gant un tremenedigezh ret e Dol. Ar vrenk hent-houarn en doa da vezañ echuet e 8 bloavezh, ha kroget ar c'horvoidigezh neuze.
TresAozañ
Anv an ti-gar | kumun | PK |
---|---|---|
Roazhon Linennoù davet Hent-houarn Brest Roazhon |
Roazhon | 373 |
Pontchaillou | Roazhon | 377 |
Lanvezhon | Lanvezhon | 386 |
Kavaneg | Kavaneg | 389 |
Sant-Jermen an Il | Mousterel an Il | 393 |
Sant-Marzh an Il | Sant-Marzh an Il | 398 |
Mousterel an Il | Mousterel an Il | 401 |
Dingad | Dingad | 406 |
Komborn | Komborn | 415 |
Bonmaen | Bonmaen | 422 |
Dol Linenn davet Lambal ha Caen (dre Lison) |
Dol | 431 |
An Onneg | An Onneg | 440 |
Gouenaer - Kankaven | Sant-Meleg | 386 |
Sant-Maloù - Sant-Servan | Sant-Maloù | 454 |
Testenn e galleg da dreiñ e stumm evezhiadenn da-heul..
EkipamantAozañ
TrenioùAozañ
Da geñver an ekipamant karbedoù e vez implijet trenioù em-stlej, galvet ivez micheline, e-giz ZTER, ZGC, XGC, BiBis, TGV A./ S.E., X2100 met ivez stlejerezioù standart BB25500+RRR, BB63000, BB69400 ha BB60000 (evit an treuzdougerezh marc'hadourezh dreist-holl).
TremenerezhAozañ
E-touez linennoù pennañ e Breizh eo an hini etre Roazhon ha Sant-Malo, dre an niver a beajerien THR. 18 mont-ha-dont a vez bemdeiz etre Roazhon ha Sant-Malo, 16 etre Roazhon ha Montreuil (tremenerezh tro-kêr), 3 beaj TTB etre Pariz ha Sant-Malo ha 2 etre Roazhon ha Caen. Abaoe 2009, e vez ouzhpennet e-pad an hañv un TTB o dont eus Lille hag al "linenn ar Bae", evit an douristed dreist-holl, gant 2 mont-ha-dont bemdeiz etre Sant-Malo ha Granville
- Linennoù meur o tremen :
- Tren Tizh Bras o dont eus Bariz.
- Linennoù THR Breizh :
- XX
Tremenerezh e 2008[2].
An transvorzh marc'hadourezh n'eo ket stank, gant ur beaj mont-ha-dont hag a c'hell bezañ kinniget hag un nebeud trenioù davet labourva "Timac".
Da zontAozañ
Baejourien a implij an tren evit mont deus Dinan da Roazhon a gomz uhel evit kaout un tren davet Roazhon hep ma vefe ezhomm cheñch e Dol.
DaveennAozañ
- ↑ J.B. Duvergier, lois, décrets, ordonnances, règlements, 1855, pp.154-158 intégral (consulté le 24 novembre 2010).
- ↑ Sellva an treuzdougerezh e Breizh
Gwelet ivezAozañ
|
|