Sir Robert Bemborough, aet da Anaon e 1351, a oa ur marc'heg saoz eus ar Grennamzer. E penn an tu Moñforzh e oa e-kerzh Emgann an Tregont. An emgann a oa bet unan etre tregont marc'heg a bep tu engouestlet e Brezel hêrezh dugelezh Breizh, ur brezel drastus evit gouzout piv e vefe penn an dugelezh etre ar familhoù Moñforzh ha Bleaz. Bemborough a voe lazhet e-kerzh an emgann.

Brudet eo bet an emgann hag e chom c'hoazh. Bemborough a oa bet taolennet evel un haroz ha dre e donkad evel ur skouer eus ar varc'heien ampart.

Marv Bemborough, engravadur eus an XIXvet kantved