Jeanne Bohec
Jeanne Bohec a zo ganet d'ar 16 a viz C'hwevrer 1919 e Plistin (Aodoù-an-Arvor) ha marv eo d'an 11 a viz Genver 2010. An itron Bohec a oa anavezet evel rezistantez, eilmaerez an 11vet arondisamant e Pariz met ivez skrivagnerez ; skrivet he deus he emvuhezskrid diwar-benn he engouestl er rezistañs anvet La plastiqueuse à bicyclette[1].
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Jeanne Hyacinthe Marie Amélie Bohec |
Anv-bihan | Jeanne, Hyacinte, Marie, Amélie |
Moranv | La plastiqueuse à bicyclette |
Deiziad ganedigezh | 16 C'hwe 1919 |
Lec'h ganedigezh | Tourlaville |
Deiziad ar marv | 11 Gen 2010 |
Lec'h ar marv | Bondy |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | resistance fighter, kelenner, deputy mayor |
Diellaouet gant | Service historique de la Défense - site de Vincennes |
Ezel eus | Forces françaises libres |
Prizioù resevet | ofiser al Lejion a Enor, Commander of the National Order of Merit, Médaille de la Résistance, Croix de guerre 1939–1945 |
Ur plac'h desket
kemmañHe mamm a zo a orin deus Plistin en Aodoù-an-Arvor e lec'h eo ganet Jeanne Bohec. He zad, a orin eus Lanneur, a oa martolod e bourzh listri-spluj. Paouez a reas gant ar vicher martolod ha mont a reas da labourat e kêr Añje, e Maine-et-Loire. Eno he devoa bevet Jeanne he c'hrennoad. A-raok erruout e Angers he doa dilojet alies[2].
Studiañ a reas e skolaj Joachim du Bellay, kenderc'hel a reas he studioù el lise David D'Angers e-lec'h e studias ar matematikoù.
Ar bloaz goude ez eas da skol-veur gatolik Añje. D'ar mare-se e oa aet da studiañ skiantoù, ar pezh a oa ral evit ur vaouez yaouank.
Enebiñ ouzh aloubadeg an Alamaned
kemmañPa grog ar brezel e 1939 gant aloubadeg Polonia, emañ Jeanne Bohec o vevañ en Añje, pell diouzh ar brezel. Didalvez en em santas dirak-se. Gant ar c'hoant da vezañ talvoudus e teskas teknikoù en em zifenn ha teknikoù sikourerezh.
Jeanne Bohec ne chomas ket pell er skol-veur gatolik. E miz Meurzh 1940 e voe kinniget dezhi ur post skoazellerez-kimiourez e Brest e-barzh ur vilin-boultr[3].
Tec'hel da Londrez
kemmañPa erruas an Alamaned e Frañs e tivizas Jeanne Bohec mont da Vreizh-Veur peogwir n'he doa ket c'hoant da labourat evit an Alamaned. D'an 18 a viz Even 1940 e kuitas Brest, un deiz a-raok donedigezh an Alamaned e kêr Vrest.
Penn kentañ he rezistañs
kemmañLabourat a reas evel damez-kompagnunezh en ur familh e-kichen Londrez, met ne blije ket dezhi. D'ar 7 a viz Du e kemeras perzh en ur strollad stourmerezed nevez krouet gant ar Frañs dieub, anvet "corps des volontaires françaises". Tutaet e voe evel sekretourez a-raok bezañ implijet evel kimiourez ; klask a rae penaos krouiñ danvez-tarzh gant produioù a c'halled prenañ en apotikerezhioù e Frañs aloubet.
Bloaz war-lerc'h e voe enframmet e servijoù kuzh ar Frañs dieub, dre sikour Henry Frenay, ur rezistant ha politikour. En em stummañ a reas evit mont da stummerez war an teknikoù tarvañ.
Prientiñ dilestradeg Normandi
kemmañDont a reas a-benn da vezañ harzlammet e Frañs[4] a-dreñv linennoù an enebourien. Kemer a reas an anv kuzh "Rateau" ha kaset e voe da vro Alençon e miz C'hwevrer 1944. Goude bezañ tremenet dre Bariz e tistroas da Vreizh dindan an anv kuzh "Micheline".
D'an 8 a viz Meurzh e krogas gant he c'hefridi : stummañ ar rezistanted da embreger an tarzhadegoù evit ma c'helljent tarvañ al linennoù-houarn e-pad dilestradeg an Amerikaned evit mirout ouzh an alouberien da gas soudarded all da Normandi.
Ouzhpenn stummañ rezistanted war an tarvañ eo bet oberiant he-unan. Da skouer, d'ar 7 a viz Mae 1944, he deus tarzhet 11 metrad hent-houarn er Mor-Bihan pe c'hoazh, d'an 8 a viz Eost, he deus sikouret da zieubiñ kêr Gemper. En em ziblasiñ a rae gant ur marc'h-houarn , setu eus pelec'h e teu he lesanv "la Plastiqueuse à bicyclette" ; spletus e oa peogwir e oa aes d'ur vaouez yaouank touellañ an alouberien pa welent anezhi war he marc'h-houarn[3].
Enorioù
kemmañGoude ar brezel e voe enoret Jeanne Bohec gant al Lejion a Enor, ar Groaz Vrezel ha medalenn ar Rezistañs. Adkemer a reas he micher en ur vezañ kelennerez matematik.
Dilennet e voe eilmaerez 11vet arondisamant Pariz eus 1975 da 1963.
Marvet eo d'an 11 a viz Genver 2010, douaret eo bet en he lec'h ganedigezh e Plistin.
Liammoù diavaez
kemmañ- (br) Nikolaz Graignic, Jeanne Bohec, ar savourez bomb war marc'h-houarn - An Istor Livet, Brezhoweb, 25 a viz Even 2024 (pe war YouTube)
Mammennoù
kemmañ- ↑ https://www.babelio.com/livres/Bohec-La-plastiqueuse-a-bicyclette/235534
- ↑ Musée de la résistance en ligne.
- ↑ 3,0 ha3,1 Jeanne Bohec, la plastiqueuse à bicyclette, Yves-Marie Evanno, En Eñvor.
- ↑ Résistance : l’incroyable histoire de Jeanne Bohec, la plastiqueuse à bicyclette, Bretons, 13 a viz Genver 2024.