Nerzhioù ar C'hallaoued dieub
E-pad an Eil Brezel-bed, Nerzhioù ar Frañs dieub pe Forces françaises libres (FFL) a oa an anv roet d'an nerzhioù lu savet a-du gant ar France libre suj d'ar jeneral de Gaulle. Ardamezioù an nerzhioù-se a oa Kroaz Lorraine met ardamez an nerzhioù douar a oa ur c'hleze askellet.
Deiziad krouiñ | 1940 |
---|---|
Brezel | Eil Brezel-bed |
Stad | Frañs |
Istor
kemmañMeur a skourr a oa d'an Nerzhioù dieub c'hall:
-
Banniel Nerzhioù ar Frañs dieub
-
Banniel morlu ar Frañs dieub
-
Skoed ardamez an nijlu war ur B-26 Marauder
Nerzhioù ar Frañs dieub a voe ganet d'ar 1añ a viz Gouhere 1940 gant krouidigezh « war baper », evit an nerzhioù douar, eus ur « c'hentañ brigadenn al lejion c'hall » gant 1 300 soudard bet ezel d'an nerzh kas e Norvegia ha trevourien emezellet er Frañs dieub. An nerzh hollek a oa 1 994 soudard gant 101 ofiser d'an 8 a viz Gouhere, 2 721 soudard gant 123 ofiser d'ar 15 a viz Eost.
An amiral Muselier a oa bet lakaet e-penn ar morlu gant un nerzh a 882 soudard ha 30 ofiser servij d'ar 15 a viz Gouhere. Lakaet e oa bet evel penn da c'hortoz d'an nijlu, tost da 200 nijer o devoa tizhet Bro-Saoz etre ar 15 hag an 30 a viz Even, 300 nijer a voe buan e Bro-Saoz ha ur c'hant bennak er reter-tostañ e fin 1940.
an taol bravañ gant an nerzhioù lu-se a oa bet marteze Emgann Bir Hakeim, etre ar 26 a viz Mae betek an 11 a viz Even 1942, e Libia.