Ar France libre a voe o ren ar Rezistañs diavaez diazezet e Londrez gant ar jeneral de Gaulle goude ma vefe bet skingaset war wagennoù ar BBC e [[Galv an 18 a viz Mezheven|galv an 18 a viz Mezheven 1940]]. An devezh a-raok, o welet aloubadeg fonnus al lu alaman, Philippe Pétain, penn kuzul gouarnamant an IIIe Republik, a c'halvas an arme c'hall da baouez gant ar stourm e-keit ha ma vefe marc'hataet un arsav-brezel etre Bro-C'hall hag Alamagn an Trede Reich. Pemp devezh war-lerc'h e voe sinet an arsav-brezel, d'ar Sadorn 22 a viz Even 1940. Dre-se e oa kroget "hent ar c'henlabourerezh gant an Alamanted".
D'an 10 a viz Gouhere, ar Vodadeg vroadel, bodet e Vichy, a votas ul lezenn evit sevel ur vonreizh nevez ha reiñ an holl c'halloudoù d'ar Marichal Pétain. D'ar Meurzh 11, Pétain en em ginnigas e-unan "Penn ar Stad c'hall" hag a voe gwelet e framm politikel evel Renad Vichy, diwar anv ar gêr ma voe staliet e gournamant enni.

Banniel ar Frañs Dieub
Banniel ar Frañs Dieub
Kroaz Loren, skoed ardamez ar France libre.
1942 Vichy e gwer teñval. E gwer sklaer an tiriad dalc'het gant an Alamanted.

Anvioù an organoù

kemmañ

En ur respont e-doug devezh an 11 a viz Meurzh, ar jeneral de Gaulle, a embannas e oa Renad Vichy ur renad « amreizh, nul ha diziazez » (illégitime, nul et non avenu), hag a savas ar [[Conseil de défense de l'Empire|gouarnamant da zifenn an Impalaeriezh gall|Impalaeriezh]] (Kuzul difenn an Impalaeriezh) ar France libre. An nerzhioù lu o tont da gendeuziñ gant re ar Frañs dieub a voe graet Forces françaises libres (FFL) anezho.
D'an 13 a viz Gouhere 1942, ar « France libre » a voe anvet « France combattante » (Bro-C'hall o stourm) dre ar C'huzul broadel gall evit kendeuziñ ar Frañs dieub gant "ar strolladoù e diabarzh ar vro a stourme er Rezistañs".
D'an 3 a viz Mezheven 1943, ar France libre (France combattante) a zeuas da vezañ ar Comité français de Libération nationale (CFLN) ha d'ar 1añ a viz Eost 1943, ar Forces françaises libres (Nerzhioù ar Frañs dieub - FFL) a zeuas da vezañ an Arme C'hall evit an Dieubidigezh.
Dont a reas ar besamiral Émile Muselier da Londrez d'an 29 a viz Mezheven 1940 hag antronoz e lakeas De Gaulle e penn ar Forces navales françaises libres (FNFL), a voe tolpet ur gantad a listri-brezel hag listri-kenwerzh enno. D'an 3 a viz Eost 1943, ar FNFL a yeas dindan anv Forces navales en Grande-Bretagne (FNGB), pa zeuas ar morlu a oa bet chomet e Afrika dindan beli ar France libre.

Amzerioù kentañ diaes

kemmañ

Ar France libre a oa bet dre sujidigezh emouestlidi gall liesseurt d'ar jeneral de Gaulle evit kenderc'hel ar stourm a-enep an Alamanted asamblez gant ar Rouantelezh-Unanet. Diouzhtu goude an 18 a viz Even hag ar galv brudet evit kenderc'hel gant ar stourm, e teu tud unan hag unan. Oficserien, soudarded, keodedourien a ya etrrezek Londrez ha de Gaulle. Adal an 28 a viz Mezheven 1940, Winston Churchill, ar c'hentañ ministr Saoz a ansav ez eo ar jeneral de Gaulle « penn ar C'hallaoued o kenderc'hel gant ar stourm ». E-touezh an dud liesseurt o erruout e kaver: broadelourien, roueelourien, yuzevien, katoliked (René Pléven) komunisted... An holl dud-se a oa enebet a-raok ar brezel ha e savas cheu bras etrezo bep an amzer.
130 gwazh Enez Sun a guitaas an enezenn adal an 19 a viz Mezheven 1940 evit mont da Londrez dre ar mor war bigi-pesketañ. Darn anezho a yeas d'en em ouestlañ er Forces navales françaises libres[1].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
 
"A tous les Français" skritell evit broudañ ar c'hallaoued da genderc'hel gant ar stourm.
  1. Hervez kont, pa voe De Gaulle oc'h ober amweladenn gentañ an nerzhioù-mor e reas ur verzadenn war niver ar Suniz a c'helle seblantout ober ur c'hard eus poblañs Bro-C'hall".