René Pleven

(Adkaset eus René Pléven)
Evit sterioù all ar ger Pleven, gwelit ar pennad Pleven (disheñvelout)

René Pleven, ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1901 e Roazhon ha marvet d'an 13 a viz Genver 1993 e Pariz, a oa ur politikour breizhat ha gall.

1943

Bet eo gant Charles de Gaulle e Londrez e miz Mezheven 1940 hag e 1958 en doa votet ar galloudoù leun dezhañ.

Kannad Aodoù-an-Arvor, e pastell-vro Dinan, eo bet etre 1945 ha 1969. Da gentañ en UDSR (a oa strollad François Mitterrand ivez) a voe ar prezidant anezhi eus 1946 da 1953, ha goude dindan livioù strolladoù eus ar c'hreiz.

E penn Kuzul ar Vinistred e oa e miz Gouere 1950, gant harp strolladoù an Trede Tu. Kinnig a reas raktres Kumuniezh Europa an Difenn dirak ar gannaded.

E 1951 e voe unan eus kensaverien ar CELIB a voe e brezidant betek 1972.

Harpañ a reas Georges Pompidou e 1969 hag anvet e voe da Vinistr ar Justis etre 1969 ha 1973, dindan Jacques Chaban-Delmas ha Pierre Messmer.

E 1973 e voe trec'het gant Charles Josselin, war-bouez 51 vouezh.

Kentañ prezidant Desavadur Publik rannvroel Breizh e voe e 1974.

Krouet eo bet ar Petit Bleu des Côtes-du-Nord gantañ, ha renet gantañ e-pad 30 vloaz.

Gouarnamantoù Pleven

kemmañ

Div wech eo bet René Pleven e penn gouarnamant ar Pevare Republik C'hall.

Kentañ gouarnamant (12 a viz Gouhere 1950 - 10 a viz Meurzh 1951)

kemmañ

Eil Gouarnamant (11 aviz Eost 1951 - 20 a viz Genver 1952)

kemmañ

A bep seurt

kemmañ