Alençon

kumun Bro-C'hall
Alençon
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Bro Normandi
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Orne (prefeti)
Arondisamant Alençon (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h daou ganton :
Alençon-1, Alençon-2
Kod kumun 61001
Kod post 61000
Maer
Amzer gefridi
Joaquim Pueyo (PS)
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh-kêr Alençon
Lec'hienn web www.ville-alencon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 25 744 ann. (2020)[1]
Stankter 2 410 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°25′47″N 0°5′31″E
Uhelderioù bihanañ 127 m — brasañ 152 m
Gorread 10,68 km²

Alençon eo pennlec'h departamant gall Orne e rannvro Normandi, war bevenn departamant Sarthe. War lez ar stêr Sarthe emañ. Navvet kêr Normandi eo gant ur boblañs a 25 744 den. Ur c'hroasent eo bet e-pad pell etre Rouen ha Tours, ha Pariz ha Breizh, a-raok lezel he flas d'Ar Mañs ha Laval. Bremañ eo ul lec'h anavezet evit e douristerezh glas ha sevenadurel.

Gerdarzh

kemmañ

Meneget eo evel Alencione da vare ar vMerovingiz, Alercio e 1060 (ur fazi evit Alencio moarvat) hag Alencio e 1070. Un anv-den galian e vefe, met netra zo sur peogwir n'eus ket stummoù koshoc'h anavezet.

En trowardrioù eo bet dizoloet lec'hiennoù eus an Neolitik, Oadvezh an arem ha dreist-holl Oadvezh an houarn. Met evit ar mare galian-ha-roman n'eus roud ebet eus ur villa pe ur vicus.

Kristenidigezh ar gêr a grogas adalek kreiz ar IVe kantved. E-barzh ar broviñzh anvet Gallia lugdunensis edo, Lyon he c'hêr-benn, hag er rann Lugdunensis II, ar pezh a glot gant Normandi a-vremañ. Ar rannvro-se a oa e-barzh ur rannvro velestradurel brasoc'h anvet Tractus Armoricanus et Nervicanus evit difenn an aodoù ouzh ar Saksoned.

Da vare ar Garolingidi edo Alençon e-barzh ducatus cenomannensis, Dugelezh Ar Mañs hag a oa ur rann eus Neustria. Taget e voe gant redadegoù ar Vikinged. E 911 e voe skoulmet Emglev Saint-Clair-sur-Epte etre ar roue karolingat ha Rollon, ur penn viking hag a zeuas da vezañ Dug kentañ Normandi.

E 1636 e kemeras Jeneraliezh Alençon plas Dugelezh Aleçon e framm Gouarnamant Normandi.

E 1637 e voe degemeret e kêr ur senez protestant. Er bloavezhioù 1660 e voe krouet gant ar brotestantez Marthe La Perrière ar point d'Alençon (adanvet Point de France) ha diazezet e voe ganti ur vichererezh dantelez brudet.

Er XVIvet ha XVIIvet kantvedoù e voe Alençon ur bod eus an Disivoud protestant, met pa voe freizet Skrid-embann Naoned gant Loeiz XIV, roue Bro-C'hall, e 1685, e tec'has kuit Protestanted ar gêr (ha Katoliked zo ivez, ar re a laboure en dantelez hag er voullerez) dirak Dragoned ar roue, war-zu Bro-Saoz, an Izelvroioù hag an Inizi Angl-ha-Norman. Evel-se e voe distrujet penn-da-benn ekonomiezh ar gêr.

E 1793, goude e oa bet trec'het ar Vendéens e emgann Ar Mañs, e voent harzet ha kaset da Alençon evit bezañ fuzuilhet. Diwezatoc'h e voe gwastet ar vro gant ar Chouaned, Kadoudal ha Frotté en o fenn. Harzet e voe Frotté e Alençon, a-raok bezañ fuzuilhet, ha goude-se e voe sioul ar gêr en-dro.

E deroù ar bloavezhioù 1850 e yeas ar boblañs dreist 15000 annezad. D'ar mare-se e oa o chom ar familh Martin, Louis ha Zélie an dud, kenwerzhourien anezho, hag a voe santelezhet, hag o femp merc'h, an holl leanezed anezho, unan anezho o vezañ Tereza a Lisieux, santelezet ivez gant an Iliz katolik.

Etre miz Genver hag ar 7 a viz Meurzh 1871 e voe gouzalc'het ar gêr gant an Alamanted, e-pad ar brezel etre Bro-C'hall ha Prusia.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe gouzalc'het Alençon etre miz Even 1940 hag an 12 a voz Eost 1944. Ur Frontstalag a oa (ur c'hamp prizonidi eus an arme alaman). Etre ar 6 hag an 11 a viz Eost 1944 e voe bombezaet ar gêr un ugent gwech bennak gant ar Gevrididi, o lazhañ un 200 den bennak. Ar gêr gall kentañ dieubet gant an nerzhioù gall a voe Alençon, ar pezh ne voe ket gwall ziaes peogwir e oa aet kuit dija an Alamanted, ha tenn ebet ne voe ezhomm evit dieubiñ ar gêr.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
 
Ar "Maison d'Ozé"[2].
  • Kastell Duged Alençon
  • an Ti-kêr
  • ar Maison d'Ozé, lec'h emañ Ti an Douristed
  • penniliz an Itron-Varia

Douaroniezh

kemmañ

War gember ar stêr Sarthe ha Briante emañ Alençon, en diazad doureier "Liger-Breizh".

War an hent etre Breizh ha Pariz e voe e-pad pell, a-raok ma voe dibabet Ar Mañs ha Laval e 1848 evit bezañ treuzet gant an hent-houarn Brest-Pariz.

Emdroadur ar boblañs 1793-2006

kemmañ

Hervez an INSEE e oa 27 653 a dud o chom en Alençon e 2008 (65 575 en tolpad-kêrioù).


(Krouet gant Wikipedia)

Melestradurezh

kemmañ

Penn-lec'h an arondisamant hag an departamant eo. Sez Kumuniezh-kêr Alençon eo ivez, un etrekumuniezh krouet e 1996.

Gevellet eo Alençon gant teir c'hêr :

Tud brudet ganet e Alençon

kemmañ

Tud all

kemmañ
  • Alain (1868-1951), prederour, en deus studiet pemp bloaz e lise Alençon.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Diaz Mérimée n°PA00110706.