Skrid-embann Naoned

Skrid-embann Naoned zo un destenn embannet e miz Ebrel 1598 gant Herri IV, roue Bro-C'hall.
Ar skrid-emglev-se a ro frankiz d'ar brotestanted e Bro-C'hall da lidañ o relijion, da gaout gwirioù keodedel ha politikel er vro. E lodennoù eus tiriad ar rouantelezh e vez krouet lec'hioù goudor (brevets) d'ar brotestanted ; ouzhpenn-se e vez roet dezho ur sammad arc'hant bloaziek tennet eus an teñzor roueel.

Skrid-embann Naoned
edict, edict of French kingdom
Deiziad krouiñ13 Ebr 1598 Kemmañ
Anvet diwarNaoned Kemmañ
StadBro-C'hall Kemmañ
Lec'h diazezNaoned Kemmañ
Danvez pennañfreedom of religion Kemmañ
Deiziad embann13 Ebr 1598 Kemmañ
SignatoryHerri IV Kemmañ
Skrid-embann Naoned. Pajenn 24 dielloù broadel Bro-C'hall.

Ur wech embannet ar skrid e voe echuet gant Brezelioù ar Relijion e Bro-C'hall, a oa bet drastus d'ar rouantelezh abaoe 1562.

Kollet eo bet ar skrid orin sinet ha siellet e Naoned, ha n'eo anavezet nemetken dre un eilskrid a zo e Levraoueg Geneva (BGE). Deiziadet e miz Ebrel 1598 eo an eilskrid, met tost asur eo e voe skrivet diwezhatoc'h ; lakaet eo bet da dalvezout evel skrid gwirion ha lakaet da dremen dirak ar parlamantoù evit bezañ enrollet.

Terridigezh

kemmañ
 
Skrid-terriñ skrid-embann Naoned, 22 a viz Here 1685.

Dre ur skrid-embann nevez anvet Skrid-embann Fontainebleau ha sinet gant ar roue Loeiz XIV e miz Here 1685 e voe lakaet didalvoud Skrid-embann Naoned, 87 vloaz goude bezañ bet lakaet da dalvezout.

Kenarroud

kemmañ

Sinet e voe Skrid-embann Naoned pa oa ur brezel diabarzh relijiel graet Brezelioù ar Relijion anezhañ o ren e Bro-C'hall.
Pal ar skrid-emglev a oa echuiñ gant ar brezelioù drastus-se a oa o rivinañ ar vro. Ne voe ket ar c'hentañ skrid-embann bet embannet e Bro-C'hall o klask sioulaat an darempredoù gant ar relijion reizhet.
Goude un daou-ugent vloaz bennak a vrezel, Charles IX en devoa sinet Skrid-embann Saint-Germain (pe skrid-embann Genver) d'ar 17 a viz Genver 1562. Ar memes spered a oa dija evit hini Naoned : reiñ muioc'h a frankiz d'al lid protestant er rouantelezh.

Herri IV

Ar roue Herri IV en devoa ivez abegoù personel a zispleg e harp d'ar skrid-embann : a-raok dont da vezañ roue e 1589 e oa bet troet d'ar brotestantiezh, ha chomet e oa tost d'ar brotestanted abaoe petra bennak ma oa troet d'ar feiz katolik e 1593 dre redi evit ma vefe asuroc'h e ren. Lavaret e vez en dije disklêriet Paris vaut bien une messe, "Pariz a dalvez a-walc'h un oferenn" ; en gwirionez ne ouier ket daoust ha disklêriet e oa bet ar frazenn-se, na gant piv ; marteze e vefe bet gant Maksimilian, kamalad bras ha kuzulier ar roue.