Dantelez zo danvez graet gant neud, ha n'eo ket gwiadet, neud seiz pe lin, peurvuiañ. Dantelezerien ha dantelezerezed eo an dud a ra dantelez.

Dantelezherez, livet gant Caspar Netscher.
An dantelezherez, liver gant Johannes Vermeer (1664)
Dantelezh gant gwerzhidoù (Vosges)

Dilhad

kemmañ

A bep seurt dilhad a vez graet gant dantelez. Gouelioù ha mantilhennoù, da lakaat war ar penn, hivizoù-noz d'ar merc'hed alies, met ivez manegoù pe berrloeroù zoken.

Binvioù

kemmañ

Pa nelabourer ket gant an nadoz e c'haller ober gant gwerzhidoù.

Tourioù

kemmañ

Er c'hanaouennoù kozh e vez kaoz a-wechoù eus tourioù dantelezet Breizh-Izel.

Dantelez brudet

kemmañ

E meur a vro e kaver dantelez brudet: Brugge, Mechelen, ...

E Breizh

kemmañ

Brudet eo bet dantelez ar Vro-Vigoudenn. Ur mare zo bet, ha betek deroù ar bloavezhioù 1980, e weled e Breizh maouezed gant koefoù bigoudenn o werzhañ dantelez e korn ar ruioù, e Roazhon, Sant-Brieg, Brest, ha Kemper evel-just. Darn anezho a nac'he komz brezhoneg ouzh ar re yaouank.

Skeudennoù

kemmañ