Marc'harid Bro-C'hall (1492-1549)
- Pajennoù disheñvelout Marc'harid Bro-C'hall ha Marc'harid Navarra zo ivez.
Marguerite d'Angoulême, pe Marguerite de France, pe Marguerite de Navarre, pe Marguerite d'Alençon (e galleg), pe Marc'harid Bro-C'hall pe Marc'harid Navarra (e brezhoneg), ganet e 1492 ha marvet e 1549, a oa rouanez Navarra. C'hoar henañ ar roue gall Frañsez Iañ e oa. Skrivagnerez c'hallek e oa ivez. El lez c'hall hag e hini Navarra e roas ton d'an arzourien.
Ganet e oa d'an 11 a viz Ebrel 1492 en Angoulême
Dimezioù
kemmañDiv wech e timezas.
- E 1509, da 17 vloaz, e timezas da Charlez IV, dug Alençon. Ne gare ket anezhañ. Perzh a gemeras en emgann Pavia e 1525, ha mervel prestik goude gant ar vezh. Ne ouelas ket an intañvez.
- En 1527 ec'h addimezas da Herri II Albret, roue Navarra. E 1528 e c'hanas ur verc'h, Janed Albret, a vo diwezhañ rouanez Navarra ha mamm Herri IV, roue Bro-C'hall .
He marv
kemmañMervel a reas d'an 21 a viz Kerzu 1549 en Odos-en-Bigorre.
Oberennoù
kemmañBrudet eo da vezañ, gant Christine de Pisan ha Marie de France, unan eus ar c'hentañ skrivagnerezed gallek, ha lesanvet e oa bet an dekvet muzenn, hag ivez La Marguerite des Marguerite (perlezenn eo ster latin an anv). Brudet eo he levr L'Heptaméron, 72 danevell skrivet diwar skouer Il Decameron ar skrivagner italianek Boccaccio.