Charlez IV, dug Alençon
Charlez IV, dug Alençon (1489 - 1525 e Lyon), a oa un den a ouenn uhel, priñs eus an Tiegezh Valois, dimezet da Marc'harid Bro-C'hall (1492-1549), c'hoar henañ ar roue gall Frañsez Iañ . Kont Perche e oa ivez adal 1492, ha kont Armagnac, Fénezac ha Rodez adal 1497. Anvet e oa bet da c'houarnour Breizh.
E vuhez
kemmañMab e oa da René, dug Alençon ha kont Perche, ha da Varc'harid Lorraine-Vaudémont, a voe anvet da wenvidigez.
E 1497, pa varvas e eontr-kozh Charles d'Armagnac, e teuas da vout kont Armagnac ha Rodez.
E 1509 eo e timezas da Varc'harid Bro-C'hall, merc'h da Charles d’Orléans, kont Angoulême, ha da Louise de Savoie, c'hoar henañ ar roue gall Frañsez Iañ.
Brezelour
kemmañBrezeliñ reas en 1507 en Italia dindan urzhioù ar roue gall Loeiz XII, ha perzh a gemeras e seziz Genoa.
E 1509 en em gannas en Agnadel, ha gant an arme c'hall e kemeras kêrioù Bergamo, Caravaggio, Borromeo ha Cremona.
E 1510 e voe anvet gouarnour Breizh. E 1515 e teuas e vreur-kaer da vout roue, ha setu-eñ adarre o vrezeliñ en Italia. En emgann Marignano edo e 1515, hag e 1521 e tifennas Champagn dirak arme Carlos Iañ Spagn.
D'ar 24 a viz C'hwevrer 1525 en em gannas en Pavia, hag eñ an hini a en em gavas e penn an arme c'hall goude tapet ar roue gant e enebourien. Kas a reas an arme en-dro da Vro-C'hall goude ar faezhadenn. Yac'h ha dibistig e oa, ha tamallet e voe dezhañ bezañ laosket ar roue en emgann.
E varv
kemmañGant ar glac'har hag ar vezh, a-hervez, e klañvas hag e varvas. Bugel ebet n'en doa. Mont a reas e vadoù gant e intañvez, diwar-goust e c'hoar Françoise d'Alençon.
Addimeziñ a reas an intañvez da Herri II Navarra.