Emgann Pavia (1525)

Ur pennad Emgann Pavia zo ivez.

Emgann Pavia zo un emgann a c'hoarvezas e Pavia, en Italia, d'ar 24 a viz C'hwevrer 1525 da goulz brezelioù Italia. Gantañ e voe lakaet fin d'ar c'hwec'hvet eus ar brezelioù-se (1521-1526). Trec'het e voe ar roue gall Frañsez Iañ (Bro-C'hall) a glaske mestroniañ hanternoz Italia, tapet e voe gant e enebour Carlos Iañ, ma rankas chom bloaz prizoniet e Spagn.

Roue Bro-C'hall kemeret en Emgann Pavia, gant Juan de la Corte
Carlos Iañ Spagn deuet da weladenniñ Frañsez Iañ Bro-C'hall, gant Richard Parkes Bonington.

Charlez IV, dug Alençon a gasas an arme c'hall en-dro d'ar gêr: eno e voe tamallet dezhañ bezañ laosket ar roue. Ma klañvas an den hag e varvas ur pennad goude.


Dieubet

kemmañ

Dieubet e voe ar roue gall goude sinañ ur feur-emglev, ha leuskel e gleze hag e zaou vab etre daouarn e enebour. Ne voe ket graet brav d'an daou vugel, Frañsez III (dug Breizh) ha Herri II (Bro-C'hall), maget fall ha gwallgaset. Ne deuas ket o zad d'o c'herc'hat.

Levrlennadur

kemmañ
  • Brantôme, Vie des hommes illustres et grands capitaines français, J. Sambix le jeune, 1583. Advoulet e 1699 en 6 levrenn, hag e 1722 en 4 levrenn.
  • Jean Giono, Le désastre de Pavie, Paris, 1963.
  • René Guerdan, La bataille de Pavie, Paris, 1976.
  • Jean-Paul Mayer, "Pavie", éd. Cénomane, Le Mans, 1998.