Merc'h-kaer
Ar verc'h-kaer, pe ar verc'heg, pe ar c'houhez (eus gouhez), eo gwreg ar mab, eus savpoent an tad hag ar vamm.
Er mojennoù
kemmañ- Rebekka, merc'h-kaer Abraham;
- Andromac'he, gwreg Hektor, merc'h-kaer ar roue Priam.
Merc'h-kaer ha tad-kaer
kemmañLivilla, nizez ha merc'h-kaer an Impalaer Tiber a voe lakaet da vervel gant an naon abalamour d'ar perzh a gemeras en irienn da ziskar he zad-kaer.
Merc'h-kaer ha mamm-gaer
kemmañBrudet eo dizemglev ar vamm hag ar verc'h-kaer. Skouerioù niverus a gement-se a gavomp en istor, evel an darempredoù etre Adelaid Bourgogn hag he merc'heg Teofano Skleraina.
El lennegezh
kemmañ- Un tad-kaer a gar e zeuñv, a gar e verc'h-kaer; ur vamm-gaer a gar he deuñv, ha ne gar ket he merc'h-kaer. Jean de La Bruyère, Les Caractères, V.
- Ar vamm-gaer a c'halc'hare dibaouez pa soñje he doa ur verc'h-kaer ken disheñvel outi. — (Out-el-Kouloub, Zaheira, e-barzh « Trois contes de l’Amour et de la Mort », 1940)