Priamos

(Adkaset eus Priam)

Priamos (henc’hresianeg Πρίαμος, Priamos, berraet alies e "Priam" er yezhoù ma ne reer ket gant an dibennoù gresianek[1]) a oa mab yaouankañ Laomedon, ha roue Troia da vare Brezel Troia, evel a zo kontet en Ilias ar barzh Homeros. Dimezet e oa da Hekabe. Ur bern bugale en doe, en o zouez Hektor ha Paris.

Neoptolemos o lazhañ Astianaks dirak Priamos, oberenn eus deroù an XXvet kantved

Euredoù ha bugale

kemmañ

Un toullad gwragez en doa bet Priamos.
An hini gentañ a oa Arisbe, a roas dezhañ ur mab, Aisakos, hag a varvas en un doare skrijus kent deroù Brezel Troia.
Eurediñ a reas goude gant Hekabe (pe "Hekuba"), merc’h da roue Frygia, Dimas.
Gant e wragez hag e serc’hed niverus en doe Priamos hanter-kant mab ha meur a verc’h (12 en holl), ha dreist-holl Hektor, a oa mab henañ Priamos hag Hekabe, ha pennhêr tron Troia, ha Paris, ur mab all, a lakaas brezel Troia da ziwan.
E-touez bugale Priamos hag Hekabe e kaver Helenos ha Kasandra; Deifobos; Troilos; Polites; Kreousa, gwreg Aineias; Laodike, gwreg Helikaon; Polyksene, a oa diskaret war bez Ac'hilleüs; ha Polydoros, e vab yaouankañ.

 
Priam dirak teltenn Ac'hilleüs gant Hermes. Kiliks attikat e dresadennoù ruz gant livour Briseis, war-dro 480 kent J.-K. British Museum, Londrez.

"Podarkes" e oa e anv da gentañ, da lavarout eo « treid skañv » hervez an Henc’hresianed. Arboellet e voe gant Herakles pa gemeras kêr Troia abalamour ma roas dezhañ ur ouel alaouret brodet gant e c’hoar, Hesione. Goude se, Podarkes a gemeras un anv nevez : Priamos. Diazezet e oa etimologiezh hengounel an anv-se war ar ger priatos a dalvez "adprenañ". Adprenet e vje bet ar roue en e yaouankiz eta. Moarvat e teu an anv eus al lidianeg e gwirionez.

 
Priamos lazhet gant Neoptolemos, mab Ac'hilleüs, añforenn attikat he zresadennoù du, war-dro.  520 pe 510 kent J.-K., mirdi al Louvre.

En Ilias, levrenn 3, e kont Priam d'e verc'h-kaer Helene Troia en devoa sikouret ar roue Mygdon Phrygia da vrezeliñ a-enep an Amazonezed.

Pa voe lazhet Hektor gant Ac'hilleüs n'en doe hemañ doujañs ebet ouzh ar c'helan en doa kaset gantañ ha nac’hañ a reas e resteurel. Zeus a gasas an doue Hermes evit ambroug ar roue Priamos, tad Hektor, e-barzh kamp an Akeaned. Aspediñ a reas Priamos Ac'hilleüs da gemer truez ouzh un tad, kollet gantañ e vab. Degas a reas da soñj da Ac'hilleüs e dad Peleüs. Fromet bras e voe Ac'hilleüs hag ec'h asantas en diwezh da reiñ korf Hektor en-dro. Asantiñ a reas an daou du d'un dreverz, hag Hektor, kaset gant e dad a voe beziet evel un haroz. Prometiñ a reas Ac'hilleüs ne glaskfe akean ebet en em gannañ e-pad 11 devezh. D’an daouzekved e krogas ar brezel en-dro.

E-kerzh preizhadeg Troia e voe muntret Priamos gant mab Ac'hilleüs, Neoptolemos (Anavezet ivez en Aeneis evel Pyrrhus).

Priamos el lennegezh

kemmañ

Muntr Priam zo bet brudet gant en Aeneis, skrivet gant Virgilius, hag e Hamlet, skrivet gant Shakespeare. En danevelloù-se e fard Neoptolemos e palez Priamos hag e tigor e hent betek kambr ar roue. Goude bezañ lazhet Polites, unan eus mibien niverus Priamos, Neoptolemus a c'houstilh Priamos en e gostez gant e gleze hag e sank al lavnenn betek an dornell. E Hamlet e skriv Shakespeare e chom Pyrrhus (Neoptolemos) a-sav kent drouklazhañ Priamos (o lazhañ anezhañ difrom hag a-ratozh-kaer). Disheñvel-mik eo e emzalc’h diouzh hini Hamlet na zeu ket a-benn d’ober ar pezh a venn.

En Edda e komz plaen e tisklêr Snorri Sturluson e oa Priamos hendad ur ouenn a zivroas da Skandinavia e lec’h ma tiwanas an Aesired diwarne.

Er sinema

kemmañ
  • Peter O'Toole zo Priamos e Troy, deuet er-maez e 2004. Er film ez eo ur roue hag un tad mat muntret gant Agamemnon e liorzhoù Troia e-pad preizhadeg ar gêr e diwezh ar film.

Notennoù

kemmañ
  1. E-giz ar galleg hag ar saozneg.