Polyksene
Polyksene (e gregach Πολυξένη / Polyxénê) a oa ur briñsez eus kêr Troia, merc'h d'ar roue Priamos ha d'e eil pried Hekabe hervez mojennoù Hellaz kozh.
Kaoz ebet ne gaver anezhi en Ilias Homeros. Savet eo bet ar vojenn gant barzhed all diwezhatoc'h.
Ar vojenn
kemmañMerc'h yaouankañ he zud e oa Polyksene. Gwelet eo evel adskeudenn Ifigeneia, merc'h Agamemnon ha Klytaimnestra. Div wreg en doe he zad, ha meur a serc'h. Hanter-kant breur hag unnek c'hoar eta he doe Polyksene, en o zouez Hektor a oa mab henañ Priamos ha pennhêr tron Troia. Paris, ur mab all, a lakaas brezel Troia da ziwan. E-touez bugale Priamos hag Hekabe e kaver Helenos ha Kassandra; Deifobos; Troilos; Polites; Kreousa, gwreg Aineias; Laodike, gwreg Helikaon; ha Polydoros, e vab yaouankañ.
Hervez un orakl ne vije ket distrujet Troia ma teuje he breur Troilos da dapout e ugent vloaz. Arsailhet e voe ar breur hag ar c'hoar gant soudarded hellazat, pa oant o vont da gerc'hat dour d'ur feunteun. Lazhet e voe Troilos gant ar brezelour Ac'hilleüs. Orgediñ ouzh Polyksene a reas neuze an Hellazad, a voe lazhet er brezel, goude dezhañ lazhañ Hektor, breur henañ Polyksene.
Lazhet e voe Polyksene gant Neoptolemos, mab da Ac'hilleüs, war bez e dad.
Mammennoù
kemmañIstor aberzh Polyksene a gaver en Hekabe ha meneget eo ivez en Troianed, div oberenn diwar zorn Euripides[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Euripides: The Trojan Women; Skrid e saozneg e Wikisource.