Emgann Jena
D'ar 14 a viz Here 1806 e oa c'hoarvezet Emgann Jena (Jena en alamaneg, a zo en Alamagn hiziv an deiz). An trec'h a oa aet gant Napoleone Buonaparte, impalaer ar C'hallaoued, war ar Brusianed dindan urzhioù ar priñs Hohenlohe.
Rann eus | Brezelioù Napoleon |
---|---|
Stad | Alamagn |
Lec'h | Jena |
Daveennoù douaroniel | 50°57′0″N 11°34′30″E |
Deiziad | 14 Her 1806 |
Deiziad kregiñ | 14 Her 1806 |
Deiziad echuiñ | 14 Her 1806 |
Perzhiad | Impalaeriezh C'hall Kentañ, Rouantelezh Prusia, Priñselezh Saks |
Order of battle | Q3355576 |
50 000 soudard a oa eus kostez al lu prusian ha 65 000 den a oa el lu bras renet gant Napoleone Buonaparte e-unan. En holl e oa bet lazhet pe gloazet 12 000 Prusian ha div wezh nebeutoc'h e tu ar C'hallaoued.
Er memes deiz e oa bet trec'h ar jeneral Davout war al lodenn all eus al lu prusian renet gant Dug Braunschweig e-doug emgann Auerstedt.
D'ar 27 a viz Here ez eas tre Napoleone Buonaparte e Berlin, kêr-benn Prusia, 10 mizvezh goude e drec'h war an Aostrianed en Austerlitz.
D'ar 7 a viz Gouere 1807 e voe sinet feur-emglev Tilsit : un hanter eus o ziriad a yeas digant ar Brusianed.