Эстонская Советская Социалистическая Республика
Eesti Nõukogude
Sotsialistlik Vabariik

Banniel RSS Estonia Skoed-ardamez RSS Estonia
Banniel RSS Estonia Skoed-ardamez RSS Estonia
Kan broadel
Ger-stur Kõigi maade proletaarlased, ühinege!
"Proleterion ar bed, em unanit!")
Yezh ofisiel Hini ebet. Implijet e veze estonieg ha ruseg
Kêr-benn Tallinn
Gorread
-En holl
-% dour

45.226 km²
4,56%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

1.565.662 (1989)
31,6/km²
Prezidant (diwezhañ) -
Gouel broadel 25 a viz Meurzh
Moneiz Roubl (rubla)
Kod pellgomz -
Kod war ar Genrouedad -

Unan eus republikoù diazez an Unaniezh Soviedel etre 1940-1991 e oa Republik Sokialour Soviedel Estonia (estoneg: Eesti Nõukogude Sotsialistlik Vabariik).

Tallinn e oa kêr-benn ar Republik soviedel-mañ.

Krouet e oa bet evel Republik Soviedel Sokialour (RSS) d'ar 21 a viz Mezheven 1940.

Dont a reas Estonia da vezañ 16vet Republik an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel d'ar 6 a viz Eost 1940. Trec'h a oa bet warni an Alamagn da geñver an Eil Brezel Bed e 1941, met adtapet e oa bet gant URSS hag adsavet ar Republik Soviedel adarre e 1944.

Ne oa ket bet anavezet biskoazh ar fed ma oa bet enbarzhet Estonia en Unaniezh Soviedel na gant ar Stadoù-Unanet, na gant ar Rouantelezh-Unanet na gant an Alamagn ha gante e veze darempredoù diplomatel dalc'hmat gant Republik Dishual Estonia.

D'ar 8 a viz Mae 1990 e kemmas hec'h anv da zont da vezañ Republik Estonia hag en em zisrannas ez-ofisiel diouzh URSS evel ur vro dishual d'an 20 a viz Eost 1991, anavezet evel-se un nebeud sizhunioù war-lerc'h.


Gwelet ivez kemmañ

Republikoù an Unaniezh Soviedel
  RSS ArmeniaRSS AzerbaidjanRSS BielorusiaRSS EstoniaRSS JorjiaRSS Kazac'hiaRSS KirgiziaRSS LatviaRSS LituaniaRSS MoldaviaRSS OuzbekistanRSKS RusiaRSS TadjikistanRSS TurkmenistanRSS Ukraina

Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)