Tallinn eo kêr-benn ha kêr vrasañ Estonia. Emañ war aod Pleg-mor Finland, a-dal da Helsinki, a zo 80 km norshoc’h. Ur 400 000 bennak a dud a zo o chom enni, tost d’un drederenn eus annezidi Estonia.

Tallinn

Banniel Tallinn
Skoed-ardamez Tallinn
Banniel Ardamezioù

Riez Estonia
Kontelezh Kontelezh Harju
Maer Taavi Aas
Gorread 159,2 km²
Poblañs
(hep kontoù doubl)
411 880 (2010)
Stankter 2 524/km²
Hed 24°45' R
Led 59°26' N
Uhelder bihanañ: 0 m
brasañ: 64 m
Lec'hiadur Tallinn

Er Grennamzer e voe aloubet gant Daniz a roas d’ar gêr an anv Reval. Ur gêr binvidik e teuas da vezañ, ezelez eus Kevre an Hansa. E dalc’h Urzh ar varc’heien deutonek e voe goude 1346, a-raok tremen dindan gazel Sveden e 1561, hag hini Rusia e 1710. Kaer eo kreiz kêr Tallinn, gant e savadurioù kozh, ha lakaet eo bet war Roll glad ar bed gant an UNESCO.

En 1980, pa oa c'hoazh Estonia en Unaniezh Soviedel, eo e Tallinn e voe aozet ar c'hevezadegoù bageal eus ar C'hoarioù Olimpek a dremene e Moskov.

Kreiz ar gêr gozh gant marc'hallac’h Tallinn

Gevellerezh

kemmañ

Tallinn a gemer perzh er darempredoù etrevroadel etre ar c'hêrioù dre gevelerezhioù gant:

Tallinn he deus liammoù mignoniezh ivez gant Portland (Oregon) er Stadoù-Unanet ha Kotka e Finland.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.