Pleg-mor Finland

Pleg-mor Finland (Suomenlahti e finneg, Soome laht en estoneg, Finskij zaliv e rusianeg, Finska viken e svedeg) zo ur vrec’h-vor e reter ar Mor Baltel, lec’hiet etre Finland (en norzh) hag Estonia (er su). E goueled ar pleg-mor emañ kêr Sant Petersbourg war aber ar stêr Neva, e Rusia. Kêrioù bras all a gaver a-hed arvor ar pleg-mor, evel Helsinki ha Tallinn.

Ar Mor Baltel
Pleg-mor Finland