Emgann Midway
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emgann Midway (ミッドウェー海戦 e japaneg) a vez sellet outañ evel an emgann pouezusañ eus an Eil Brezel-bed er Meurvor Habask[1],[2],[3]. Dalc'het e oa an emgann-se en aer hag war vor etre ar 4 hag ar 7 a viz Mezheven 1942, etre ar Stadoù-Unanet hag Impalaeriezh Japan, war-dro ur miz goude Emgann ar mor koural ha 6 miz goude an arsailh war Pearl Harbor a sachas ar Stadoù-Unanet en Eil brezel-bed. Trec'het e oa morlu Impalaeriezh Bro-Japan gant ar morlu amerikan en un doare diarvar pa o klask tagañ Atoll Midway, ha distrujoù bras ha padus a voe graet outi[4],[5]
Rann eus | Brezel ar Meurvor Habask |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'h | Atoll Midway |
Daveennoù douaroniel | 30°0′0″N 178°0′0″W |
Deiziad | 7 Mez 1942 |
Deiziad kregiñ | 4 Mez 1942 |
Deiziad echuiñ | 7 Mez 1942 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet, Impalaeriezh Japan |
Efed | Stadoù-Unanet |
Order of battle | Midway order of battle |
Pal ar Japaniz, dindan urzhioù an amiral Isoroku Yamamoto, evel da vare tagadenn Pearl Harbor, a oa skarzhañ ar Stadoù-Unanet eus ar Meurvor Habask evel galloud bras strategel. Dieub e vijent bet da sevel evel se o sferenn kenverz eus Azia Vras ar Reter. Soñjal a rae dezhe e vefe rediet ar Stadoù-Unanet da godianañ goude bezañ faezhet a-grenn ur wezh all[6].
Red an emgann
kemmañRaktres ar Japaned a oa sachañ an dougerien nijerezed amerikan en ur griped[7]. Fellout a rae dezhe ivez derc'hel Atoll Midway da astenn o zachenn difenn da respont d'ar Doolittle Raid. E soñj e oant ivez da brientiñ evel se tagadennoù en amzer da zont a-enep inizi Fiji ha Samoa.
C'hwitañ a reas ar raktres japanat abalamour ma ne oa ket bet diawelet mat kilstourmoù an Amerikaned ha ma ne oa ket bet prientet mat a-walc'h an emgann[8] Ouzhpenn-se, an dorrerien kod amerikan a voe gouest da lâret pegoulz hag e pelec'h e c'hoarvezfe an dagadenn, hag a roas an tu d'ar morlu amerikan, an amiral Chester Nimitz en o fenn, da sevel ur griped dezhañ e-unan diouzh e du. Pevar douger nijerezed japanat hag ul lestr-distruj galloudus a oa goueledet ha diouzh o zu ne gollas an Amerikaned nemet un douger nijerezed hag ul lestr-distruj. Goude Midway, hag Emgann an inizi Salomon, ne voe ket barrek ar raktresoù stummadur nijerien hag santieroù ar morlu da gempouezañ o kolloù an Impalaeriezh e-skoaz ar Stadoù-Unanet a greske o nerzhioù war an div dachenn dibaouez[9].
Alies-kenañ e veze gwelet strategiezh Isoroku Yamamoto evit emgann Midway evel ur plañ hag a ziskoueze e rogoni. Hervez ar vurutellerien-se e oa bet aozet argad an amiral re vuan goude Doolittle Raid. Met diwezhatoc'h e voe lâret gant kalz a istorourien ne oa ket ken fall-se raktres Yamamoto: ur strategiezh a eneberezh kreñv a-enep ar morlu amerikan. Yamamoto a glaske pellaat an US Navy eus inizi an impalaeriezh, a-benn kreñvaat difennoù Bro-Japan. Yamamoto a grede e oa ret kaout un trec'h kreñv war ar morlu amerikan evit ma c'hallfe ar maout mont gant ar Japaned diwezhatoc'h, pe ma c'hallfent reiñ lañs d'an divizoù diplomatek en-dro (Yamamoto oa ket a-enep mennoz ur peoc'h gwenn).
C'hoant en doa da lakaat an Amerikaned da zont en un trap, en ur bellaat anezho eus Pearl Harbor. Pemvpet strollad listri Bro-Japan (ket ar strollad a-bezh, 2 douger-nijerezed, 5 morreder, 13 lestr-distruj ha 4 lestr-karg) a ranke mont war-zu Inizi an Aleouted, tagañ Dutch Harbor, Unalaska hag aloubiñ an inizi Kiska hag Attu.
An devezh goude an dagadenn-mañ, morlu Bro-Japan (4 douger-nijerezed, 2 hobregoner, 3 morreder ha 12 lestr-distruj) en dije taget ha distrujet an aerlu amerikan e Midway. Goude bezañ bet trec'het an aerlu, Yamamoto en dije kaset an eil lu (1 douger-nijerezed, 2 hobregoner, 10 morreder, 21 lestr-distrujer ha 11 lestr-karg) ha 5000 soudard a-benn aloubiñ atoll Midway ha skarzañ ar Marines. Ur wech Midway tapet, an dougerioù-nijerezed amerikan o dije ranket kilañ e-barzh an trap aozet gant ar Japaned e lec'h ma vijent bet gortozet ganto evit bezañ distrujet. Goude an emgann, ar c'hentañ lu (1 douger-nijerezed, 3 morreder ha 13 destroyer) gant elfennoù eus an eil lu o dije ranket distrujañ tachennoù harzerezh diwezhañ an Amerikaned e barzh ar Meurvor Habask.
Yamamamoto en doa raktreset kas ur garg (badezet ar garg K) a-benn lec'hiañ a-vat tachenn strollañ al lu amerikan hag anavezout fiñvadennoù an douger-nijerezed en-dro da Bearl Harbor. Hag aozet en deus ur stollad listri-spluj a heulie an dougerioù-nijerezed amerikan en-dro da Vidway. Ar strategiezh hag he fleustradenn a oa aozet hag adaozet e-pad pell. Ar Japaned o doa kaset 79 lestr hag an Amerikaned 26. Ne oa nemet nerzhioù an aerlu hag al listri-spluj hag a oa damgevatal.
Met Yamamoto n'en doa ket soñjet e ouie an Amerikaned tout e strategiezh : kavet o doa un doare da dreiñ kemennoù sekred ha kuzh an arme impalaerel. Evel-se, an amiral Chester Nimitz, hag a oa e penn morlu amerikan ar Meurvor Habask, en deus lakaet e plas un trap spontus ivez a-benn trec'hiñ Yamamoto. Ul lestr-distruj amerikan en deus harzet pourvezadur ar garg K. E giz-se, Yamamoto n'en eus ket gellet kas da benn ar garg-mañ, nullaet eo bet ha n'en deus ket gellet gouzout ma oa c'hoazh morlu amerikan ar meurvor Habask e Pearl Harbor. Nimitz a gasas e dougerien-nijerezed e Midway, evit kaout un nerzh div wech galloudusoc'h ha herzel listri-spluj Yamamoto a erruas re ziwezhat. Kuzhet, an Amerikaned a c'hortoze tagadenn ar Japaned (an hini a ranke distruj an aerlu amerikan). An Amerikaned n'o deus ket dalc'het kont eus tagadenn ar Japaned war an inizi Aleoutian (un dagadenn savet dreist-holl evit sachañ evezh an Amerikaned) hag un nebeud devezhioù a-raok an dagadenn, d'ar 4 a viz Even 1942 e tistrujas an amiral Nimitz ar pevar douger-nijerezed japanat pa oant ar gwanañ, a-raok ma vefent prest da argadiñ an aerlu.
An Hiryu, ul lestr japanat, o teviñ gant e nerzhioù dasparzhet ha gwanaet, Yamamoto ne zeuas ket a-benn da enebiñ ouzh an Amerikaned. Nimitz a gasas e nerzhioù war-zu ar reter end-ro a-benn nompas bezañ paket en un argad diouzh an noz. An amiral japanat a gomprenas en doa kollet an emgann hag e tivizas chom hep aloubiñ Midway ha distreiñ en a-dreñv.
Disoc'h
kemmañAn darvoud-mañ a zo pouezus-kenañ e-barzh istor brezel ar Meurvor Habask: an dreistelezh japanat er Meurvor Habask a grogas da vont da get, war-dro c'hwec'h miz goude Pearl Harbor, evel ma oa bet rakwelet gant Yamamoto. Goude-se, kalz a dud o deus pismiget diwar-benn strategiezh Yamamoto, met hep derc'hel kont eus holl elfennoù an emgann. Met arabat ankounac'hat, marteze, ne vije ket bet gounezet an emgann gant an Amerikaned ma ne vijent ket deuet a-benn da gomprenn kemennadoù ar Japaned. Ma vije aet an an trec'h gant Yamamoto, an dra-se en dije kemmet sur a-walc'h mont en-dro ar brezel: ar Japaned o dije gellet astenn o zachenn war-zu Hawaii, Haiti hag aodoù reter ar Stadoù-Unanet (hep netra evit o difenn!). An trec'h-mañ en dije astennet padelezh ar brezel, pe, marteze met gant darvoudoù all en e dro, lakaet nerzhioù an Ahel da gaout an trec'h.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Battle of Midway: June 4–7,1942. Naval History & Heritage Command (27 a viz Ebrel 2005). Kavet : 20 a viz C'hwevrer 2009. "...considered the decisive battle of the war in the Pacific."
- ↑ Dull, Paul S. Battle History of the Imperial Japanese Navy, 1941–1945. US Naval Institute Press. ISBN 1-59114-219-9. "Midway was indeed "the" decisive battle of the war in the Pacific.", p. 166
- ↑ A Brief History of Aircraft Carriers: Battle of Midway. U.S. Navy (2007). Diellet er skrid orin d’an 12 a viz Gouere 2007. Kavet : 12 a viz Gouere 2007.
- ↑ U.S. Naval War College Analysis, p.1; Parshall and Tully, Shattered Sword, pp.416–430.
- ↑ Keegan, John. "The Second World War." New York: Penguin, 2005. (275)
- ↑ Parshall and Tully, Shattered Sword, p. 33; Peattie & Evans, Kaigun(Daveoù a vank)
- ↑ H.P. Willmott, Barrier and the Javelin; Lundstrom, First South Pacific Campaign; Parshall and Tully, Shattered Sword, pp. 19–38.
- ↑ Willmott, Barrier and the Javelin
- ↑ Parshall and Tully, Shattered Sword, pp. 416–419.