Emgannoù Khalkhin Gol

Emgann etre Japan hag an URSS e Mongolia e 1939

Emgannoù Khalkhin Gol (rusianeg: Бои на Халхин-Голе; mongoleg: Халхын голын байлдаан) a vez graet eus un hollad emgannoù e 1939, etre nerzhioù lu an URSS ha nerzhioù lu Impalaeriezh Japan. Ne oa ket bet eus ur brezel disklêriet ofisiel hag ouzhpenn URSS ha Japan e oa bet Mongolia ha Manchukuo o kemer perzh ennañ. An anv zo deuet diwar ar stêr Khalkhin Gol, a zo e-kreiz an dachenn emgann. E Japan, an emgann pouezusañ a zo anvet Gwallzarvoud Nomonhan (ノモンハン事件, Nomonhan jiken) diwar an anv Nomonhan, ur gêriadenn nepell diouzh an harzoù etre Mongolia ha Manchouria. Disoc'h an emgannoù a voe un trec'h peurglok gant mongoliz-soviediz war ar 6vet arme japanat.

Emgann Khalkhin Gol
emgann
Rann eusSoviet–Japanese border conflicts Kemmañ
Anv er yezh a orinБои на Халхин-Голе, ノモンハン事件 Kemmañ
StadMongolia, Republik Pobl Sina Kemmañ
Lec'hKhalkhyn River, Republik Poblel Mongolia Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°43′49″N 118°35′24″E Kemmañ
Deiziad kregiñ11 Mae 1939 Kemmañ
Deiziad echuiñ16 Gwe 1939 Kemmañ
PerzhiadImpalaeriezh Japan, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
EfedEmglev Molotov-Ribbentrop Kemmañ
Map

Nomonhan e oa bet ar wech kentañ en istor Mab-den ma voe implijet an nerzh-nij bras-niver en un emgann birvidik evit tizhout ur pal milourel resis.

Pennadoù kar

kemmañ