Emgann Lenn Khasan
Emgann lenn Khasan a oa bet un emgann etre URSS hag Impalaeriezh Japan etre an 29 a viz Gouhere hag 11 a viz Eost 1938. Anvet e vez ivez Gwallzarvoud Changkufeng (rusianeg: Хасанские бои, sinaeg ha japaneg: 張鼓峰事件; pinyin: Zhānggǔfēng Shìjiàn; Romaji: Chōkohō Jiken) e Sina ha Japan. Bez e voe un dagadenn gant nerzhioù lu Impalaeriezh Japan kuzhet a-dreñv re ar Manchukuo war douaroù c'hoantaet gant an Unaniezh Soviedel. Ne voe trec'h kostezenn ebet rak goude un arsav-brezel e oa bet pep tu oc'h adkemer e blas a-raok an emgann. Ar c'holloù dafar milourel gant an URSS, dreist-holl a-fed tankoù, a oa bet uhel.
Rann eus | Soviet–Japanese border conflicts |
---|---|
Stad | Rusia |
Lec'h | Lake Khasan |
Daveennoù douaroniel | 42°26′9″N 130°36′40″E |
Deiziad | 11 Eos 1938 |
Deiziad kregiñ | 29 Gou 1938 |
Deiziad echuiñ | 11 Eos 1938 |
Kolloù an URSS a oa bet lakaet war-goust Vasily Blücher. D'an 22 a viz Here, e voe harzet gant an NKVD ha war e seblant e voe jahinet betek ma varvas.