Ruhr (takad)

(Adkaset eus Ruhrgebiet)

Ar Ruhr (distaget: /ru:r/), pe resisoc'h takad ar Ruhr, pe c'hoazh rannvro ar Ruhr (alamaneg: Ruhrgebiet — pe, er prezeg pemdez: Ruhrpott, Kohlenpott, Pott pe Revier) a zo un takad poblet stank e Nordrhein-Westfalen e kornaoueg Alamagn. Diwar anv ur stêr, ar Ruhr, un adstêr d’ar Roen, eo bet anvet. Gant 4 435 km² ha 5.2 milion a dud (2009) ez eo an takad kêr brasañ en Alamagn. Kêrioù bras, kreñv an industriezh (greanterezh) enno gwechall, bevennet gant ar stêr-Ruhr er su, ar Roen er c'hornaoueg, hag al Lippe en norzh, a ya d'ober an takad-se.

Ruhr
conurbation, tolead kêr, Functional urban area
Treuzskrivadur APIˈʁuːɐ̯ɡəˌbiːt Kemmañ
Anvet diwarRuhr Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
E tiriadNordrhein-Westfalen Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral European Time Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°30′0″N 7°30′0″E Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.metropoleruhr.de/ Kemmañ
Mastodon instance URLhttps://ruhr.social Kemmañ
Map
Lec'hiañ ar Ruhr en Alamagn.
Kêrioù ar Ruhr.

Daoust ma'z eo aet ar greanterezh a c'hiz kozh war an diskar e chom ar Ruhr “kreizig-kreiz” armerzh Alamagn, p’en deus gallet emdreiñ ha mirout e nerzh mont war-raok.

Eus ar c'hornaoueg d'ar reter e c'haller menegiñ kêrioù Duisburg, Oberhausen, Bottrop, Mülheim an der Ruhr, Essen, Gelsenkirchen, Bochum, Herne, Hagen, Dortmund, ha Hamm, hag ivez darnoù eus rannbarzhioù “diwar ar maez” Wesel, Recklinghausen, Unna ha Ennepe-Ruhr-Kreis. Evit a sell an Istor e oa ar c'hêrioù eus ar c'hornaoueg (Duisburg, Essen...) lodek er Rheinland tra ma oa ar reter, gant kêrioù Gelsenkirchen, Bochum, Dortmund ha Hamm e Westfalen. Abaoe an XIXvet kantved eo kresket an holl gêrioù-se kement ma'z int aet d'ober, stag-ha-stag bremañ, ur pezh mell takad kêr industriel, ha mar lakaer Düsseldorf ha Wuppertal ouzhpenn, e tap 7,3 milion a dud, ar pezh a ra ar pevare takad kêr brasañ eus Europa, war-lerc'h Moskov, Londrez ha Pariz.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.