Josef Mengele
Josef Rudolf Mengele, ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1911 hag aet da Anaon d'ar 7 a viz C'hwevrer 1979, a oa un ofiser alaman er Schutzstaffel (SS) ha medisin e-kerzh an Eil Brezel-bed. Lesanvet e oa "Todesengel" (brezhoneg: Ael ar marv), gwallvrudet eo abalamour d'e arnodoù damvezegel ha marvus war prizonidi kamp-bac'h Auschwitz II (Birkenau), lec'h ma oa ezel eus ur strollad medisined karget da zibab piv a oa da vezañ lazhet er c'hambroù-gaz, ha bez e oa bet unan eus ar medisined a implijas ar gaz.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh alaman, Republik Weimar, Trede Reich |
Lealded | Trede Reich |
Anv e yezh-vamm an den | Josef Mengele |
Anv-bihan | Josef |
Anv-familh | Mengele |
Lesanv | Wolfgang Gerhard, Helmut Gregor, Fausto Rindón, S. Josi Alvers Aspiazu |
Moranv | Todesengel, Ángel de la muerte, A halál angyala, Angel of Death |
Deiziad ganedigezh | 16 Meu 1911 |
Lec'h ganedigezh | Günzburg |
Deiziad ar marv | 8 C'hwe 1979 |
Lec'h ar marv | Bertioga |
Doare mervel | marv dre zegouezh |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Lec'h douaridigezh | Embu das Artes |
Tad | Karl Mengele |
Mamm | Walburga Theresa Hupfauer |
Breur pe c'hoar | Alois Mengele, Karl Mengele |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | antropologour, mezeg soudardel, physician writer, jahiner |
Implijer | Universitäts-Institut für Erbbiologie und Rassenhygiene Frankfurt am Main, Otmar von Verschuer |
Bet war ar studi e | Ludwig Maximilian University of Munich, Goethe University Frankfurt |
Rener tezenn | Theodor Hildebrandt, Theodor Mollison |
Deroù ar prantad labour | 1939 |
Dibenn ar prantad labour | 1979 |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
Relijion | talvoud ebet |
Grad milourel | Hauptsturmführer |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | Schutzstaffel |
Ezel eus | Sturmabteilung, Der Stahlhelm, Bund der Frontsoldaten, Schutzstaffel, Großdeutscher Jugendbund |
Prizioù resevet | Iron Cross, Wound Badge (1939) in Black, Honour Chevron for the Old Guard, War Merit Cross, Eastern Medal |
Deskrivet dre | The 7 Most Notorious Nazis Who Escaped to South America |
A-raok ar brezel, Mengele a oa bet enoret gant un doktorelezh war an antropologiezh hag ar medisinerezh, ha kroget e oa goude da vezañ ur c'hlasker. Emezelet e oa er Strollad Nazi e 1937 hag en SS e 1938. Pa oa tarzhet an Eil Brezel-bed e oa bet kaset d'ur batailhon medisinel evel ofiser. Goude-se e oa bet kaset d'ar servij er c'hampoù tolpañ e penn kentañ 1943 ha kaset da Auschwitz. Erruet eno e oa kroget gant taolioù-arnod genetek war prizonidi. Pal e arnodoù a oa dreist-holl gevelled, hep damant evit yec'hed pe stad vat an dud.
Goude ar brezel e tec'has Mengele da Arc'hantina e 1949. Bevañ a reas eno e-pad meur a vloaz, a-raok tec'hout da Vrazil e 1960, pa ouie e oa klask war e lerc'h gant "chaseourien nazied". Beuziñ a reas e 1979 pa oa o neuial war aod stad São Paulo, ha beziet e voe dindan un anv faos. Dizoloet e voe e relegoù e 1985, da-heul ur c'hlemm gant justis Alamagn, ha prouet e voe gant testoù ADN e oa e gorf dezhañ a oa er bez.