16 Meurzh
deiziad
(Adkaset eus 16 a viz Meurzh)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1244 : dibenn seziz kastell Montsegur ha lazhadeg ar Gatared eno gant armeoù roue Bro-C'hall.
- 1322 : Emgann Boroughbridge e Bro-Saoz e-pad ar brezel etre ar roue Edward II hag e varoned disuj.
- 1521 : Fernan Magalhaes a erru er Filipinez.
- 1793 : kemeret Roc'h-an-Argoed gant an emsavidi a-enep ar c'halvadeg veur.
- 1815 : ar priñs Willem a gemer an titl a roue Willem Iañ e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù.
- 1935 : adsavet ar c'hoñje en Alamagn.
- 1978 : peñse an eoullestr Amoco Cadiz ouzh reier Porsal, gant ul lanv du biskoazh brasoc'h war aodoù hanternoz Breizh.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1478 : Francisco Pizarro, alouber Perou.
- 1789 : Georg Simon Ohm, fizikour alaman.
- 1839 : Sully Prudhomme, barzh gall, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1901.
- 1850 : Marianna Abgrall, barzhez, e Lambaol-Gwimilio.
- 1902 : Mario Monticelli, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1903 : Emil-Edwin Reinert, filmaozer ha saver senario gall a orin alaman.
- 1906 : Francisco Ayala, skrivagner spagnolek.
- 1923 : Robert Lafont, okitanegour.
- 1976 : Zhu Chen, mestrc'hoarierez echedoù sinaat.
Marvioù
kemmañ- 1902 : Narsis Kelien, skrivagner ha dastumer danvez brezhonek.
- 1935 : Aaron Nimzowitsch, mestrc'hoarier echedoù latviat.
- 1940 : Selma Lagerlöf, skrivagnerezh eus Sveden, tapet ganti Priz Nobel al lennegezh.
- 1979 : Jean Monnet, politikour gall.
- 2019 : Yann-Fañch Kemener, kaner breizhat.
Lidoù
kemmañ- Deiziadur henroman : XVII ante calendas Apriles; Argei = XVIIvet deiz kent kala Ebrel; Lidkerzh kentañ an Argei (hendadoù ar Romaned)[1]
- Iliz kristen :
- Roma : Cyriacus, dean, merzher
- Aquileia (Itali) : Hilarius, eskob; Tatianus, dean; merzherien dindan Numerian.
- Lycaonia : Papus, merzher
- Anazarbi (Cilicia) : Julianus, merzher
- Ravenna : Agapet, eskob, kofesour
- Colonia Agrippinae (Köln, Germania) : Heribertus, eskob
- bro Arvern (Galia) : Patricius, eskob
- Siria : Abrahae, penitiour
- Sant Remond a Saint-Gaudens. Sistersian; ezel eus abati l'Escale-Dieu, en eskopti Tarba. Abad Fiter, e rouantelezh Navarra; Aozer Urzh soudarded Calatrava (1090-1163)
Notennoù
kemmañ- ↑ Ovidius. Fastorum, Henri Le Bonniec. Presses universitaires de France. 1969.