Kastell Montsegur zo ur c'hastell e kumun Montsegur, e departamant an Ariège, en Okitania. Emañ e krec'h ur menez 1207 m a uhelder, nepell diouzh ar Pireneoù, un 20 km bennak diouzh kêr Fois. Ne chom nemet rivinoù eus ar c’hastell, met brudet eo abalamour d’e istor.

 
Rivinoù kastell Montsegur, war lein ar menez
 
Diabarzh ar c'hastell

Gouzout a reer e oa ur c'hastell eno a oa o kouezhañ en e boull e 1204. Adsavet e voe e 1232 gant un aotrou eus ar c'horn, Raimon de Perelha. Ouzhpenn kastell an aotrou e oa ivez tiez bodet tro-dro, kelc'hiet gant mogerioù-difenn. Ur repu e oa ar geriadenn-se evit ar Gatared, anezho feizidi ur ranngredenn gristen eus ar Grennamzer, a veze graet an hu warno gant an Iliz katolik. Deuet e oa Montsegur, evit gwir, da vezañ kêr-benn an Iliz katar. E-pad ar Groaziadeg a-enep Albiziz, renet gant roue Bro-C'hall ha gant an Iliz katolik, e voe lakaet seziz war Montsegur gant arme ar roue, meur a wech. N’eo nemet ar pevare gwech e teuas a-benn soudarded senesal Carcassona, kaset gant ar roue Loeiz IX da lakaat o c'hrabanoù war Montsegur. E-pad meur a viz, eus miz Mae 1243 da viz Meurzh 1244, e voe gronnet Montsegur gant 10 000 soudard eus arme ar roue. Kodianañ a reas Pèire Rogièr de Mirapeis (Pierre-Roger de Mirepoix) a oa e penn difennerien Montsegur, e miz Meurzh 1244. Ar re eus annezidi ar geriadenn n'o doa ket asantet dinac'h o feiz hag en em zaskor a voe lazhet holl gant o argaderien d'ar 16 a viz Meurzh : 225 den, bras ha bihan a voe losket en un tantad bras…

Dismantret e voe ar geriadenn hag ar c'hastell. Hogen adsavet e voe ur c'hastell all goude da reiñ bod da soudarded ar roue, a eveshae ac'haleno harzoù Bro-C'hall, betek Feur-emglev ar Pireneoù, e 1659. Da neuze e voe kaset an harzoù-se pelloc'h er c'hreisteiz ha dilezet e voe ar c'hastell tamm-ha-tamm. Lakaet e voe kastell Montsegur da vonumant istorel e 1875. E 1947 e voe kroget da gempenn ar savadur. Bremañ eo brudet-bras ar c'hastell e-touez brogarourien Okitania, evel un arouez eus aloubidigezh o bro. Ur ganaouenn anvet Montsegur zo bet savet gant ar c'haner okitanek Claudi Martí. Bep bloaz e vez emsaverien o’n em vodañ eno e miz Meurzh e koun an darvoudoù-se. Meur a gredenn zo ivez diwar-benn Montsegur : hervez unan anezho e vije bet kuzhet eno teñzor an Iliz katar ; hervez unan all e vije bet, en teñzor-se, ar Graal Santel, ha meur a skrid zo bet savet war an dra-se.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.