Heinz Wilhelm Guderian, ganet d'ar 17 a viz Even 1888 e Kulm (d'ar mare-se en Impalaeriezh alaman, hiziv e Polonia) hag aet da anaon d'ar 14 a viz Mae 1954 e Schwangau e Bavaria, a oa ur jeneral (Generaloberst) eus ar Wehrmacht e-pad an Eil Brezel-bed.

Heinz Guderian

Heinz Guderian, Gouhere 1941
Anv badez Heinz Wilhelm Guderian
Lesanvioù « Heinz ar bliv » (Schneller Heinz)
Deiziad ganedigezh 17 a viz Even 1888
Aet da anaon 14 a viz Mae 1954 (65 bloaz)

e Schwangau e Bavaria

Lec'h ganedigezh Kulm (d'ar mare-se en Impalaeriezh alaman), hiziv e Polonia
Bro Alamagn
Skourr Deutsches Reichsheer
Reichswehr
Wehrmacht Heer
Sujidigezh Impalaeriezh alaman
Republik Weimar
Trede Reich
Renk Generaloberst
Brezelioù Kentañ Brezel-bed

Eil Brezel-bed

Emgannioù pennañ Brezeliadenn Polonia (1añ a viz Gwengolo 1939- 6 a viz Here 1939)

Emgann Bro-C'hall (10 a viz Mae-22 a viz Even 1940
Oberiadur brezel Barbarossa (22 a viz Even 1941-C'hwevrer 1942)

Lesanvet « Heinz ar bliv » (Schneller Heinz), bet e oa bet unan eus krouerien an arm hobregonet alaman. Implijet en doa an doazhadur brezel prim (Blitzkrieg), oc'h ober gant ar c'hirri arsailh e-leizh, e-pad Kampagn ar Frañs (1940) ha kampagn an URSS (1941).

Heinz Guderian a zo ur gwastadour a-fed an doazhadurioù brezel e-liamm gant implij ar c'hirri hobregonet el lu da c'hortoz, dre spiañ aketus ar pezh a veze graet el luioù all.

Lakaet en deus war-raok implij ar radioù etre izili bourzhiadoù an tankoù, ijinet en doa bet ivez strategiezhoù-stok hag a raio berzh bras e-pad ar brezel.

Er bloavezh 1940 emañ e-penn ar panzers hag a freuzo linennoù difenn Sedan e bro C'hall 'pezh a zegaso kodaonidigezh ar Frañs. E 1941 emañ e-penn tagadenn Moskou met daleet e voe dre urzhioù Hitler, freuz ha reuz a savo etre an daou zen. Goude ma voe trec'het an Alamanted en emgann Moskou e voe kaset Guderian etrezek al lu da c'hortoz. Troc'het e oa e savidigezh da vat.

Goude ma voe trec'het an Alamanted e Stalingrad, Hitler a fizias ur gefridi nevez ennañ, hini adsevel an nerzhioù panzers (?) drastet. Siwazh dezhañ chikan a vezo diabouez gant e-leizh a jeneraled all a felle dezho kemer e bost ha da welet anezhañ pellaet diouto. Etre 1945-48, Guderian a oa bet bac'het en toullioù-bac'h amerikan, dieubet e voe hep bezañ kondaonet. Evel un toullad soudarded Hitler e voe dieubet hep karg bete-gouzout e c'hoarvezfe un dagadenn digant ar gomunisted (evel Reinhard Gehlen, pe c'hoazh Heinz Felfe). Karget e voe, a-benn neuze, da adsevel nerzhioù lu Alamagn ar C'hornôg, ar Bundeswehr.

Gouhere 1944-Meurzh 1945

kemmañ

Guderian a ra war-dro an obererezhioù brezel war Talbenn ar Reter adalek miz Gouhere 1944. E lec'h pennañ a zo e Zossen, er Brandebourg.