Lazhadeg Katyn

(Adkaset eus Katyn)

Lazhadeg Katyn (poloneg : zbrodnia katyńska, mord katyński; rusianeg : Катынский расстрел Katynskiy rasstrel) zo un heuliad lazhadegoù ramzel a voe sevenet e-kerzh an Eil Brezel-bed, e miz Ebrel ha miz Mae 1940. E koadoù bras Katyn, tostik da gêriadenn Gnezdovo, 20 km eus kêr Smolensk (Rusia), e voe lazhadeget ofiserien eus arme Polonia gant soudarded Jozef Stalin. Kaoz zo eus 14 000 den lazhet, 8 000 anezhe prizonidi paket gant Soviediz e 1939, ar re all tud disoudard skrapet en trowardroioù.

Kounlec'h al lazhadeg e Bered soudardel Katyn.
Lec'hioù lazhadeg Katyn
Ur polandball embannet e 2012[1] :
SUA o tianavezout lazhadeg Katyn

Goude lazhadeg Katyn

kemmañ

Stadoù-Unanet Amerika a ouie dalc'hmat e oa bet eus al lazhadeg hag e oa oberenn ar Gomunourien[2]. Kenderc'hel a rejont da livañ gevier pa damalljont d'an Alamaned bezañ chomet hep lakaat ar bec'h war Stalin, hag ivez evit lakaat an dud da vezañ spouronet gant an Alamaned.

E dielloù nevez bet lakaet en domani foran gant ar gouarnamant stadunanat er bloaz 2012 e weler sklaeroc'h an traoù. Er bloaz 1943, ar c'habiten Donald Stewart hag al letanant-koronal John Van Vliet, daou brizoniad-brezel stadunanat, a gasas ur c'heloù d'ar gouarnamant stadunanat ma disklerient anat ne oa ket lazhadeg Katyn oberenn an Alamaned. Gouarnamant Washington a zistrujas ar prouennoù bet degaset dezho.
Kostez Rusia e voe ret gortoz ar bloaz 1990 evit ma vefe anzavet ar fedoù ha graet digarezioù ofisiel da Boloniz gant Mikhaïl Gorbatchev. Er bloaz 2004 e voe roet dafar ha dielloù liammet gant lazhadeg Katyn gant ar gouarnamant rusian da hini Polonia.

Hiziv-an-deiz

kemmañ

Arvarus eo komz eus lazhadeg Katyn hiziv c'hoazh, zoken pa'z eo bet lakaet anat e oa al Lu Ruz dindan urzhioù Stalin a sevenas al lazhadeg ; lod tud a gendalc'h da vont gant hent an nac'hañ, evel ma lenner er gelaouenn Socialism and Democracy[3].

Abaoe ar bloaz 2008 e vez aozet e Warszawa baleadegoù-koun anvet Katyński Marsz evit derc'hel soñj eus al lazhadeg. Bale a ra Poloniz treuzwisket en ofiserien eus al lu polonat ha lod all e soudarded eus al Lu Ruz. Lennet e vez ivez lizheroù ha karnedoù an aberzhidi, ha diskouezhet e vez luc'hskeudenooù eus al lazhadeg hag eus ar c'houzañvidi.

D'an 13 a viz Ebrel e vez lidet al lazhadeg[4].

Lennegezh

kemmañ
Arnodskrid
  • Zaslavsky, Victor & Vodovar, Christine : Le Massacre de Katyn : Crime et mensonge, Tempus Perrin, 2007 (ISBN 978-2-262-02651-6)
Romantoù

Sinema

kemmañ
Film
Diellfilm
  • Les bourreaux de Staline - Katyn, 1940, sevenet gant Olivia Gomolinski ha Cédric Tourbe, Arte, 2020[6]

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ