Shiro Ishii
Ar surjian jeneral Shirō Ishii (japaneg : 石井 四郎 Ishii Shirō ; Ishii eo an anv-tiegezh), ganet d'ar 25 a viz Even 1892 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Here 1959, a oa un torfedour brezel japanat, ur bevoniour hag un ofiser mezeg a oa bet e penn an Unvez 731, un unvez brezel bevedel eus Lu Impalaeriezh Japan.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan |
Allegiance | Impalaeriezh Japan |
Anv e yezh-vamm an den | 石井四 |
Anv-bihan | Shirō |
Anv-familh | Ishii |
Anv e kana | いしい しろう |
Deiziad ganedigezh | 25 Mez 1892 |
Lec'h ganedigezh | Shibayama |
Deiziad ar marv | 9 Her 1959 |
Lec'h ar marv | Tokyo |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev |
Micher | mezeg, mikrobevoniour, war criminal, torturer |
Tachenn labour | human subject research project |
Implijer | Lu Impalaeriezh Japan, Unit 731 |
Bet war ar studi e | Kyoto University |
Deroù ar prantad labour | 1921 |
Grad milourel | letanant jeneral |
Brezel | Brezel Sina ha Japan, Eil Brezel-bed |
Korf an arme | Lu Impalaeriezh Japan |
Darvoud-alc'hwez | Unit 731 |
Ishii a oa bet e penn diorroadur hag implij armoù bevedel an Unvez 731 er Manchukuo e-kerzh an Eil brezel etre Japan ha Sina eus 1937 betek 1945. E-touez an armoù bevedel e oa bet ar vosenn bubonek stlapet war kêrioù e Sina evel Changde ha Ningbo, ha darbet e oa bet d'an unvez kas da benn an Oberiadur-brezel Cherry Blossoms, un dagadenn diouzh noz a-enep Stadoù-Unanet Amerika. Ishii gant e gamaraded a oa bet o seveniñ taolioù-arnod war tud, gant marv e-tro 10 000 anezho, an darn vrasañ o vezañ trevourien pe brizonidi-brezel. Ishii a oa bet gwarezet gant Stadoù-Unanet Amerika dirak Lez-varn etrebroadel milourel ar Reter-Pellañ en eskemm ouzh titouroù ha teuliadoù a-zivout enklaskoù ar program armoù bevedel stadunanat.