Oberiadur-brezel Gomorrah

kampagn bombezadennoù Alamagn gant ar Gevredidi

Oberiadur-brezel Gomorrah (saozneg "Operation Gomorrah") a reer eus un heuliad bombezadegoù war kêr Hamburg, e hanternoz Alamagn, etre ar 24 a viz Gouere hag an 3 a viz Eost 1943, gant nijerezioù saoz ha stadunanat.

bombezadenn Hamburg e-kerzh an Eil Brezel-bed
bombezadeg ur gêr dre nij
Rann eusstrategic bombing during World War II Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
E tiriadHamburg Kemmañ
Lec'hHamburg Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°33′2″N 9°59′36″E Kemmañ
Deiziad1943 Kemmañ
Deiziad kregiñ24 Gou 1943 Kemmañ
Deiziad echuiñ3 Eos 1943 Kemmañ
PerzhiadRouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Kemmañ
Map

Dre ma oa ur gêr vras gant ur c'hreiz-kêr greantel, gant chanter-listri Hamburg, bonioù listri-spluj, purerezh eoul Hamburg-Harburg... e oa bet taget alies gant kirri-nij brezel ar Gevredidi.

Evel lodenn eus ur c'hampagn strategel gant ar Gevredidi da vombezañ e-kerzh an Eil Brezel-bed, an dagadenn e-kerzh dibenn sizhun diwezhañ Gouhere 1943, anvet Operation Gomorrah, a oa bet abeg, etre ar 27 hag an 28 a viz Gouere, da unan eus brasañ tangwallioù c'hwezhet gant ar Royal Air Force hag an United States Army Air Forces e-kerzh an Eil Brezel-bed. Lazhet e oa bet 37 000 den en Hamburg, ha gloazet 180 000 den ouzhpenn, distrujet e oa bet 60% eus tiez kêr. An dagadenn washañ e voe en Alamagn, gant bombezadeg Dresden. Abalamour d'an niver a drevourien a voe lazhet e c'haller sellet ouzh an oberiadur Gomorrah evel un torfed-brezel.