Władysław Sikorski
Władysław Eugeniusz Sikorski, ganet d'an 20 a viz Mae 1881 hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Gouhere 1943, a oa ur milour ha den stad polonat.
A-raok ar C'hentañ Brezel-bed, Sikorski en devoa savet pe kemeret perzh e meur a aozadur kuzh hag a zifenne mennad dishualded Polonia diouzh Impalaeriezh Rusia. Stourmet en devoa el lejionoù poloniat e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Goude-se e voe ezel eus al lu poloniat e-pad ar Brezel Poloniat-soviedel etre 1919 ha 1921. E-pad ar brezel-se e voe Władysław Sikorski un den a bouez e-pad Emgann Varsovia e 1920. E-pad bloazioù kentañ an eil Republik polonat, Sikorski a voe fiziet dmeur a bost ennañ : kentañ-ministr (1922 betek 1923) ha ministr an aferioù milourel (1923 betek 1924). Goude taol-stad Józef Piłsudski e miz Mae 1926 ha staliadur ar gouarnamant Sanacja, e voe lakaet a-gostez gant ar gouarnamant nevez.
E-pad an Eil Brezel-bed, Sikorski a voe lakaet da gentañ-ministr gouarnamant Plonia en harlu. Ouzhpenn-se e voe lakaet evel penn uhelañ an holl nerzhioù milourel. Un difenner daonet e voe eus dishualded Polonia e-pad ar mare-se. Reiñ a reas harp da adsavidigezh al liammoù diplomatel etre Polonia hag an URSS, a oa bet kaset da get goude an Emglev alaman-ha-soviedel e 1939 hag aloubadeg ar vro. En desped da se Jozef Stalin penn an URSS en devoa torret al liammoù diplomatel gant Polonia e miz Ebrel 1943 ur wech goulennet gant Sikorski e vefe kaset da benn un enklask gant ar Groaz Ruz etrevroadel war Lazhadeg Katyn.
E miz Gouhere 1943, ar c'harr-nij lec'h ma oa Sikorski a gouezhas er mor dres goude bezañ dibradet diouzh Jibraltar. An holl dud e bourzh a oa bet lazhet war-bouez ar sturier. Ar marv trumm a zo chomet amsklaer abaoe. Lod a embann e oa bet ur gwalldaol soviedel, lod all ur muntr gant ar Saozon pe ar Boloniz. Betek-henn n'eus prouenn ebet ne oa ket bet ur gwallzarvoud hepken met un enklask a zo digor c'hoazh hiziv-an-deiz.
Sikorski eo bet ar politikour brudetañ eus an holl Boloniz en harlu, e varv a voe drastus evit dazont Polonia e-pad ha goude an Eil Brezel-bed.