Lenn Konstanz (Bodensee en alamaneg) eo an trede lenn vrasañ e Kreiz Europa goude Lenn Geneva ha Lenn Balaton.
En-dro dezhi emañ ar broioù-mañ : Alamagn (länder Bavaria ha Baden-Württemberg), Suis (Kanton Sankt-Gallen ha kanton Thurgau), hag Aostria (stad kevredet Vorarlberg).

Lenn Konstanz
Bodensee
Broioù : Alamagn Alamagn
Suis Suis
 Aostria
Rannvroioù : Kreiz Europa
Gorread : 536 km²
Donder brasañ : 254 m
Hed ar ribloù : 274 km
• Alamagn : 173 km
• Suis : 72 km
• Aostria : 28 km
Adstêr(ioù): Roen
Bregenzer Ach
Argen
Radolfzeller Aach
Steinach
Schussen
Goldach
Dornbirner Ach
Diazad doureier : 11 500 km²
Kêrioù pennañ
war ribl al lenn :

Konstanz
Friedrichshafen
Lindau

Bregenz

Rorschach
Kreuzlingen

Dek enezenn zo el lenn, ouzhpenn 2 000 m2 dindano.

  • Enez Reichenau eo ar vrasañ, stag ouzh kumun Reichenau, warni un abati gozh hag a zo bet lakaet war roll ar Glad Bedel gant an UNESCO. Brudet eo he frouezh ha legumaj;
  • Enez Lindau, er reter d'al lenn, eo an eil vrasañ.
  • Enez Mainau eo an trede, perc'hennet gant an tiegezh Bernadotte, warni liorzhoù ha tier-gwer, ha parkoù loened;
  • Div enezenn all (Triboldingerbohl, 13 ha, ha Mittler oder Langbohl, 3 ha) n'int ket digor d'ar foran.