Thomas Bernhard
Thomas Bernhard
Anv ofisiel Thomas Bernhard
Obererezh Romantour, daneveller, c'hoarivaour, kazetenner
Ganedigezh d'an 9 a viz C'hwevrer 1931
e Heerlen, Izelvroioù Izelvroioù
Marv d'an 12 a viz C'hwevrer 1989
en Ohlsdorf,  Aostria
Yezh skrivañ alamaneg

Sinadur

Lec'hienn ofisiel www.thomasbernhard.org


Thomas Bernhard (ganet Nicolaas Thomas Bernhard, d'an 9 a viz C'hwevrer 1931 ha marvet d'an 12 a viz C'hwevrer 1989) a oa ur c'hoarivaour ha danevellour aostrian. Lakaet e vez gant darn da bouezusañ skrivagner alamanek goude an Eil Brezel-bed.

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe Thomas Bernhard e 1931 e Heerlen, Izelvroioù evel laeradenn, mab da Herta Fabjan (1904-1950) ha d'ar charpantour Alois Zuckerstätter (1905-1940).

Tremen a reas Bernhard kalz amzer eus e vugaleaj gant e dud-kozh eus tu e vamm e Vienna hag e Seekirchen, e-kichen Salzburg. Goude addimeziñ e vamm e 1936 ez ejont da chom da Traunstein, Bavaria.

Fellout a reas da dad-kozh Bernhard, ar skrivagner Johannes Freumbichler (de) e vije kelennet an arzoù d'ar bugel, en ur gontañ ar sonerezh. Mont a reas Bernhard d'ar skol kentañ derez e Seekirchen ha goude-se da veur a skol e Salzburg en ur gompren ar Johanneum a guitaas e 1947 evit labourat en un ispiserezh.

Lebensmensch (keneilez a-hed e vuhez) Bernhard, a reas war he zro e-unan pa oa o vervel, a voe Hedwig Stavianicek (1894 - 1984), ur vaouez ouzhpenn seizh vloaz ha tregont koshoc'h egetañ, a gejas ganti e 1950, ar bloaz ma varvas e vamm, ha bloaz goude marv e dad-kozh karet. Sikour anezhañ kalz a reas, ha heuliañ e vuhez evel skrivagner. Er mediaoù ne ziskoueze Thomas Bernhard e plije dezhañ nag ar wazed nag ar maouezed.   Dre ma oa klañv gant ar skevent a-vihanig (torzhellegezh), e tremenas Bernhard ar bloavezhioù 1949 betek 1951 en ti-yec'hed e Grafenhof. Pleustriñ a reas evel aktour er Mozarteum e Salzburg (1955-1957) ha dedennet e voe a-viskoazh gant ar sonerezh: abalamour d'e gleñved ne c'hellas ket dont da vezañ kaner avat. War-lerc'h e oa krog da labourat e-pad ur prantadig evel kazetennr, ha goude evel skrivagner penn-da-benn.

Mervel a reas Bernhard e 1989 e Gmunden, Aostria-Izel. E di kaer e Ohlsdorf-Obernathal 2 ma'z eas da chom enni e 1965 a zo ur mirdi bremañ, hag ur greizenn-studi ha c'hoari evit oberennoù Bernhard. En e destamant, ma savas ur mell dabut pa voe embannet, e tifennas Bernhard ma vije c'hoariet e bezhioù-c'hoari hag embannet e oberennoù diembann en Aostria. Disklêriet e voe e varv goude e interamant nemetken.



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.