Sutirol (Südtirol en alamaneg hag e ladineg, Sutirolo, pe Alto Adige en italianeg), pe proviñs Bolzano, pe Proviñs Bozen (en alamaneg ) zo unan eus teir lodenn rannvro europat Tirol. Ur broviñs emren eo en Italia.

Südtirol / Sutirolo - Alto Adige
(de) Autonome Provinz Bozen - Südtirol
(it) Provincia Autonoma di Bolzano - Alto Adige
(ladineg) Provinzia Autonòma de Balsan - Südtirol
Banniel Su Tirol
Banniel Ardamezioù


Lec'hiadur en Italia
Stad  Italia
Rannvro  Trentino-Alto Adige
Yezh ofisiel italianeg, alamaneg, ladineg
Kêr-benn Bozen
Berradur BZ
Prezidant ar broviñs
(Landeshauptmann/presidente)
Luis Durnwalder
(Südtiroler Volkspartei)
Gorread 7 399,97 km²
Poblañs
-Stankter
511.750 (31.12.2011)
67,4 a./km²
Lec'hienn Südtirol / Sutirolo - Alto Adige

Lec'hanvadur

kemmañ

Meur a anv zo d'ar vro, ha politikel hag istorel eo an abegoù.

  • Proviñs Bolzano pe Proviñs Bozen, gant anv ar gêrbenn
  • Alto Adige, anv douaroniezhel, deuet diwar ar c'hiz gallek dispac'hel hag an anv Haut-Adige, lakaet d'ar vro en amzer an impalaer gall Napoleone Buonaparte abalamour da eien ar stêr Adige, adlakaet en italianeg gant pennadurezhioù italian en amzer gouarnamant faskour Mussolini.
  • Südtirol, anv istorel ha doaroniezhel Tirol.

Tirol zo ur vro istorel hag a oa ur rannvro eus impalaeriezh Aostria-Hungaria betek 1918.

Yezhoù

kemmañ

Teir yezh ofisiel a zo:

Kêr-benn ar broviñs eo Bozen (Bolzano en italianeg, Balsan e ladineg). Abaoe sin an eil statud emrenerezh evit Sutirol e 1972 ez eo bet gouarnet gant an SVP ("Strollad poblek Sutirol", mirourien).

Hiziv an deiz ez eo Sutirol proviñs pinvidikañ Italia: n'eus nemet 2.7% a dud dilabour eno.

 
Ar yezhoù e Sutirol : alamaneg (gwer), italianeg (orañjez ha melen), ladineg (glas)

Kêrioù pennañ Sutirol

kemmañ
Kêr (alamaneg) (italianeg) (ladineg) Poblañs
Bozen Bolzano Balsan / Bulsan 97.778
Meran Merano 35.246
Brixen Bressanone Persanù 19.302
Leifers Laives 15.779
Bruneck Brunico Bornech 14.211

Tud brudet a Sutirol

kemmañ
 
Sutirol en ur gartenn eus 1874.

Liammoù diavaez

kemmañ