An Noriked a oa ur bobl geltiek e-kreiz Europa. War-dro 200 kent JK e voe diazezet ganto Rouantelezh Norikon (latin: Regnum Noricum). 13 meuriad a oa o chom e Norikon, met n'anavezomp nemet 8 eus o anvioù: Ambidraved, Ambilined, Ambisonted, Helveted, Laianked, Taorisked (pe Noriked propr), Saevated hag Uperaked.

Kelted Aostria.
Norikon hag Impalaeriezh Roma
Unan eus enskrivadurioù Magdalensberg, eus amzer an impalaer Augustus.

Rouantelezh Norikon

kemmañ

Kêrioù pennañ Norikon a oa Noreia (kêr-benn ar rouantelezh), Virunon (Sankt-Peter-im-Holz, Karintia), Ovilava (Wels, Aostria-Uhel), Agunton (Lienz, Tirol) ha Lauriakon (Lorch) en Aostria a-vremañ ha Celeia (Celje) ha Poetovio (Ptuj) e Slovenia. Brudet e oa ar vro evit an houarn a veze eztennet eno.

Er bloavezh 15 kent JK e voe aloubet Norikon gant Impalaeriezh Roma. Dindan ren Diokletian (245-313) e voe rannet Norikon e div broviñs roman, Noricum Ripense en Norzh ha Noricum Mediterraneum er Su. Er Vvet kantved ec'h aloubas meuriadoù slavek an div rannvro.

Yezh an Noriked (norikeg pe keltieg ar reter)

kemmañ

War a seblant, e oa kar an norikeg d'ar galianeg. Ur yezh p-keltiek e oa evit doare. Anavezout a reer anvioù-tud hag anvioù-lec'hioù dreist-holl. En tu-hont d'an anvioù divoutin-se n'eus nemet ur skrid a zo bet miret. Enskrivadur Grafenstein a vez graet anezhañ. Setu an destenn en he fezh:

MOGE.ES[
P.II-LAV.EX[
NE.SADIÍES[
OLLO.SO.VILO[
ONA C [...]

OLLO.SO[
P LVGNV.SI

Ne gomprener ket mat an destenn-se, met moarvat e talvez "ollo so" kement hag "an holl-se".

An norikeg a yeas da get en Eil kantved goude JK.

Liammoù diavaez

kemmañ