Simon Wiesenthal
Simon Wiesenthal a zo bet ganet d'an 31 a viz Kerzu 1908 e Lwów (Polonia d'ar c'houlz-se, Ukraina bremañ) ha marv d'an 20 a viz Gwengolo 2005 e Vienna (Aostria).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Aostria-Hungaria, Eil Republik Polonia, Aostria, Hungaria |
Anv e yezh-vamm an den | Simon Wiesenthal |
Anv-bihan | Simon |
Anv-familh | Wiesenthal |
Deiziad ganedigezh | 31 Kzu 1908 |
Lec'h ganedigezh | Buchach |
Deiziad ar marv | 20 Gwe 2005 |
Lec'h ar marv | Vienna |
Doare mervel | abeg naturel |
Lec'h douaridigezh | Old Cemetery of Herzliya |
Pried | Cyla Wiesenthal |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, yideg |
Strollad politikel | Austrian People's Party |
Relijion | yuzevegezh |
Lec'hienn ofisiel | https://www.wiesenthal.com/ |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Anavezet eo dreist-holl evel "chaseour nazied".
Buhez
kemmañE 1932 e tapas e ziplomoù a disavour met serret e voe e stal e 1939 pa yeas tre e Polonia soudarded an URSS (da heul an emglev etre Adolf Hitler ha Jozef Stalin evit dispenn Polonia).
E 1940 e voe darbet dezhañ bezañ deportet da Siberia met arc'hant a roas d'ur c'homiser Soviedat.
D'ar 6 a viz Gouere 1941 avat e voe harzet pa oa bet divizet gant Hitler ober brezel d'an URSS.
Da gentañ e voe bac'het e kampoù-labour met da c'houde e voe bet kaset da Vuchenwald ha Mauthausen (Aostria). E 12 kamp nazi eo bet en holl. 3 gwezh e voe war-nes bezañ drouglazhet hag e 1945, da vare dieubidigezh ar c'hampoù e oa ken gwan ma semplas. 89 den eus e familh a zo marv e-pad ar brezel.
Pa oa distro ne oa nemet un dra war e spered : n'eo ket adkregiñ gant e labour a disavour ha kas ur vuhez normal met barnañ an nazied.
Diouzhtu e tigoras e Vienna Kreizenn Gelaouiñ ha Teuliaouiñ diwar-benn an Dorfedourien Nazi. E-unan e voe met e 1948 en doa savet 120.000 fichenn diwar-benn an SSed. Diseblant an dud tro-dro dezhañ avat.
Brud a zeuas dezhañ e 1960 pa voe harzet Adolf Eichmann, steuñvekaer an Diskoulm diwezhañ. A-drugarez da Wiesenthal e voe bet diskoachet en Arc'hantina.
Un eil den a-bouez a voe adkavet dre e labour : Karl Silberbauer. Ur poliser aostrian e oa ha gantañ e oa bet harzet Anne Frank en Izelvroioù.
Da ziwezhañ, e 1967 e tiskoachas Franz Stangl, kommandant kamp Treblinka.
Levrlennadur
kemmañ- Simon Wiesenthal Tuviah Friedman Korrespondenz (Documentbook) Germany National Bibliothek