Francesco II Sforza
Francesco II Sforza (1495 - 1535) a voe dug Milano eus 1530 betek e varv e 1535 goude marv e vreur, an dug Massimiliano Sforza .
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Francesco |
Anv-familh | Sforza |
Titl noblañs | dug |
Deiziad ganedigezh | 4 C'hwe 1495 |
Lec'h ganedigezh | Milano |
Deiziad ar marv | 24 Her 1535 |
Lec'h ar marv | Vigevano |
Lec'h douaridigezh | Milan Cathedral |
Tad | Ludovico Sforza |
Mamm | Beatrice d'Este (1475-1497) |
Breur pe c'hoar | Massimiliano Sforza, Giovanni Paolo Sforza |
Pried | Kristina Danmark |
Familh | Tiegezh Sforza |
Den heverk | Erasmus, Ulrich Zwingli |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Micher | monark, monark |
Karg | duke of Milan |
E vuhez
kemmañEil mab Ludovico Sforza (1452-1508) ha Beatrice d'Este (1475-1497) e oa. E vamm a oa merc'h da Ercole Iañ d'Este (1431-1505), dug Ferrara, Modena ha Reggio d'Émilia, ha da Eleonora di Napoli (1450-1493); daou vloaz e oa Francesco pa varvas e vamm er gwilioud e 1497.
Pa voe trec'het Ludovico gant ar C'hallaoued, ma rankas tec'hel eus Milano, ez eas gant e vab Francesco da lez an impalaer santel Masimilian Iañ, a oa dimezet d'ur geniterv da Francesco, Bianca Maria Sforza.
Prizoniet e voe e dad gant ar C'hallaoued, kaset da Loches gant Loeiz XII, ha mervel a reas eno e 1508.
E vreur Massimiliano Sforza, daou vloaz koshoc'h egetañ, a voe dug dre ziv wech, e 1512 hag e 1529. A-hend-all en doa ur ribitailh hantervreudeur ha hanterc'hoarezed diwar serc'hed e dad. Pa oa e vreur da vezañ dug e oa-eñ da vont war-du ar velegiezh.
Perzh a gemeras e Kevre Cognac a-enep an impalaer Karl V, hag en emgann Bicocca e 1522.
E 1526 e kemeras perzh adarre en ur C'hevread Santel gant ar roue gall Frañsez Iañ, ar pab Clement VII ha Republik Firenze, ha gronnet e voe e greñvlec'h, ar c'h-Castello Sforzesco, gant e enebourien.
E 1530 e voe kurunennet Karl V, impalaer santel e Bologna. Divizout a reas adsevel galloud ar re Sforza e dugelezh Milano ha skoulmañ darempredoù gante dre zimeziñ ur plac'h Habsbourg dezhe.
Dimeziñ
kemmañDimeziñ a reas Francesco da gKristina Danmark, nizez da gKarl V e 1534; 39 bloaz e oa-eñ, 14 vloaz e oa ar plac'h. Ne greder ket e voe kaset an dimeziñ da benn. Er bloaz war-lerc'h e varvas an dug.
Divugel e oa Francesco ha distreiñ a reas dugelezh Milano etre daouarn an Impalaer santel, a oa tad-kaer dezhañ. Gantañ e echuas gouenn ar re Sforza. Brezel a voe avat e 1535: e vreur Giovanni Paolo Sforza a c'houlennas kaout an dugelezh met mervel a reas a-daol-trumm en un doare iskis.