Beatrice d'Este (1475-1497)

Beatrice d'Este a oa ur briñsez italian, ganet e Ferrara d'an 29 a viz Mezheven 1475 ha marvet d'an 2 a viz Genver 1497 e Milano. Merc'h e oa da Ercole I d'Este, dug Ferrara, Modena, ha Reggio Emilia, ha c'hoar yaouañ Isabella d'Este.


Dugez Milano e oa, hag unan eus kaerañ ha desketañ maouezed an Azginivelezh italian .
He buhez Aozañ
Da bemp bloaz e oa kefrisa da Lodovico Sforza (anavezet evel Il Moro), dug Bari, addug Milano, ha dug war-lerc'h, a zimezas ganti e miz Genver 1491. Div eured a voe war un dro en deiz-se: breur Beatrice, Alfonso I d'Este, a oa o timeziñ ivez, ha da Anna Maria Sforza, c'hoar da Gian Galeazzo Sforza. Gant Leonardo da Vinci e oa bet aozet ar fest.
Desket mat e oa bet, hag e lez he zad evel en hini Milano goude e oa barzhed hag arzourien evel Niccolò da Correggio, Bernardo Castiglione, Bramante, Leonardo da Vinci, Amadeo , ha re all.
E 1492 ez eas da weladenniñ kêr Venezia evel kannadez evit he fried a glaske bout anavezet evel dug Milano. Degemeret e voe war an ton bras. Met ret e voe dezhañ gortoz ken na varvas e niz dug, Gian Galeazzo II e 1494.
He bugale Aozañ
Mamm e oa
- da Massimiliano Sforza (1491-1530), dug Milano eus 1512 da 1515
- Francesco II (1492-1535), dug Milano eus 1521 da 1535
Mervel a eure er gwentloù e miz Genver 1497, ha hi 21 bloaz nemetken, ma voe glac'haret bras he fried, goude ma ne oa ket bet gwall feal.