Steve Biko
Steve Biko pe Bantu Stephen Biko (King William's Town, Proviñs ar C'hab, Suafrika, 1946 - 12 a viz Gwengolo 1977) a oa ur stourmer a-enep an apartheid hag evit gwirioù ar re zu e Suafrika.
Studioù kentañ hag eil derez a reas enur skolaj katolik e Natal. E 1966 ez eas da skol-veur Natal da studiañ ar vezegiezh.
E 1968 e savas hag e teuas da vezañ prezidant ur strollad studierien a-enep an apartheid, anvet South African Students' Organisation (SASO), pa gave re glouar an National Union of South African Students (NUSAS) a oa digor d’an holl studierien, du ha gwenn.
SASO a oa unan eus an aozadurioù a zeuas war wel er bloavezhioù 1960 hag a oa awenet gant meizad an "Emskiant Du" (Black Consciousness).
Gant emsav an Emskiant Du e veze kavet abeg e stourm an African National Congress (ANC), ha lavaret e veze e oa ret d’ar re zu dieubiñ o spered da gentañ : da soñj aduidi an Emskiant Du ne c’halle ar re zu kaout an dizober eus an apartheid nemet goude paouezet da grediñ e oant tud disteroc’h eget ar re wenn ; hervezo e oa arabat d’ar re zu gortoz skoazell digant tud wenn, ha ret e oa dezho bezañ lorc’h enno o vezañ tud du.
Kalz a verzh a reas ar mennozhioù-se e-touez ar re zu, d’ar mare ma oa lezennoù an apartheid en o barr.
E 1972 e voe skarzhet Steve Biko eus ar skol-veur, abalamour d’e oberelouriezh politikel. E 1973 e voe forbannet gant ar gouarnamant, da lavaret eo ne oa ket aotreet da gomz ouzh meur a zen war un dro. Rankout a rae ivez chom en-dro da Ging William's Town ha ne c’halle ket mont e darempred gant kazetennerien. Difennet e oa ivez menegiñ e gomzoù. Ha kement-se e-pad pemp bloaz[1].
Daoust da se kendalc’has Steve Biko gant ar stourm, dre skoazellañ familhoù ar brizonidi bolitikel da skouer. En em lakaat a reas da studiañ ar gwir. Kemer a reas perzh ivez, gant luskad an Emskiant Du, en aozadur manifestadegoù hag a echuas gant Emsavadeg Soweto d’ar 16 a viz Mezheven 1976.
D’an 18 a viz Eost 1977 e voe harzet Steve Biko gant ar polis. Kaset e voe ganto da Bort Elizabeth ha jahinet e voe eno kent bezañ kaset da Bretoria, d’an 11 a viz Gwengolo. Mervel a reas antronoz, d’an 12 a viz Gwengolo 1977[2].
Hervez ar polis e oa marvet diwar un harz-debriñ, met gouezet e voe diwezhatoc'h e oa bet gloazet forzh pegement hag e varvas diwar ar goulioù a oa en e benn. Gant ar c’hazetenner Donald Woods, ur mignon da Steve Biko, ha gant ar bolitikourez Helen Zille e voe embannet ar wirionez diwar-benn e varv[3],[4].
Ouzhpenn 10 000 den a gemeras perzh en obidoù Biko, ha distaget e voe ur brezegenn gant an arc’heskob anglikan Desmond Tutu, a dapas Priz Nobel ar Peoc'h diwezhatoc’h[5]
An doare ma oa marvet hag ar vrud a oa gant Biko a lakaas gouarnamantoù estren da sevel a-enep gouarnamant Suafrika. En Aozadur ar Broadoù Unanet e voe kondaonet gouarnamant Pretoria gant ar C’huzul surentez, dre ziv wech, ha votet e voe lakaat berz war ar gwerzhañ armoù da Suafrika (ratozhiadoù 417, 31 a viz Here 1977, ha 418, 4 a viz Du 1977)[6].
En enor dezhañ
kemmañGoude e varv e teuas Steve Biko da vezañ un arouez eus ar stourm a-enep an apartheid. E miz Mae 1980 e voe embannet ur ganaouenn en enor dezhañ, anvet Biko, gant ar soner ha kaner saoz Peter Gabriel. Kanet e voe ar ganaouenn-se en-dro gant e-leizh a dud all : Joan Baez war ur bladenn e 1987, Simple Minds e 1989, Manu Dibango e 1994 ha diwezhatoc’h c’hoazh gant Ray Wilson.
E 1987 e voe savet ur film gant Richard Attenborough, anvet Cry Freedom, hag a gont buhez ha marv Steve Biko. Diazezet e oa ar film-se war daou levr skrivet gant ar c’hazetenner suafrikat Donald Woods, Asking for Troubles ha Biko.
Notennoù
kemmañ- ↑ "Martyr of Hope: A Personal Memoir" by Aelred Stubbs C.R., in "I Write What I Like", Steve Biko, Harper & Row, 2002, Chicago, p. 161
- ↑ Stephen Bantu Biko, South African History Online.
- ↑ Steve Biko's legacy lives on, IOL News, September 9 2007
- ↑ Biko, levr gant Donald Woods, embannet gant Paddington Press, London and New York, 1978; adembannet gant Henry Holt and Company, New York, 1987
- ↑ Desmond Tutu, Steve Bantu Biko Memorial Lecture Delivered By Archbishop Emeritus Desmond Tutu, University Of Cape Town
- ↑ (fr) ONU