Julie Charles
Julie Charles, aet da anaon gant an dorzhellegezh d'an 18 a viz Kerzu 1817 e Pariz, a oa ur Greolez yaouank bet ganet Julie-Françoise Bouchaud des Hérettes e 1782 (pe 1784) en un tiegezh planterien eus Saint-Domingue.
Goude lazhadeg ar Re Wenn gant ar sklaved, c'hoarvezet en drevadenn c'hall d'an 22 a viz Eost 1791, e tec'has kuit ar familh a-bezh da Vro-C'hall. Eno e timezas d'ar skiantour gall brudet Jacques Charles (1746-1823) a oa pell koshoc'h eviti.
Kejañ a reas-hi gant Alphonse de Lamartine (1790-1869) en Aix-les-Bains ma oa-hi deuet, da glask un tamm diskuizh, e penn-kentañ miz Gouere 1816, dre ma oa paket gant ar c'hleñved dija. Piket e voe kalon ar skrivagner gant koantiri ar plac'h yaouank ha plijout a rae dezhe bale asambles a-hed glannoù Lenn Le Bourget-du-Lac. Ma c'hanas ur gwir garantez etre an daou zen yaouank buan a-walc'h. Eviti an hini eo e krogas Lamartine da sevel ar varzhoneg Le Lac[1] (Al Lenn) e 1817, dipitet-bras ma oa ne oa ket deuet an Itron Charles da Aix er bloaz-se. Diwezhatoc'hik e skrivas ur varzhoneg all — L'Immortalité[1] an titl anezhi — oc'h echuiñ gant ar werzenn anavezet-mat "Vois mourir ce qui t'aime, Elvire, et réponds-moi !".
Da viken e chomo stag-kaer anv Lamartine ouzh hini e garedig — Elvire ha neket Julie Charles...
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Embannet o-div en dastumad Méditations poétiques d'an 11 a viz Meurzh 1820.