Kuzul-rannvro Breizh
(Adkaset eus Kuzul Rannvro Breizh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
E Roazhon emañ Kuzul Rannvroel Breizh, karget da verañ Rannvro Breizh. Ennañ ez eus 83 c'huzulier (dilennet evit 6 vloaz).
Lodennet eo ar plasoù dre zepartamant.
- 17 kuzulier evit Aodoù-an-Arvor
- 19 kuzulier evit Mor-Bihan
- 23 c'huzulier evit Il-ha-Gwilen
- 24 c'huzulier evit Penn-ar-Bed
Peogwir n'emañ ket al Liger-Atlantel ent-ofisiel e Rannvro velestradurel Breizh (daoust m'emañ hervez an istor), n'eus kuzulier ebet evit an departamant-se.
Loïg Chesnais-Girard eo prezidant ar C'huzul-rannvro abaoe an 22 a viz Mezheven 2017.
Kuzulioù-rannvro kozh
kemmañPrezidanted ar C'huzul-rannvro
kemmañ- René Pleven (1974-1976)
- André Colin (1976-1978)
- Raymond Marcellin (1978-1986)
- Yvon Bourges (1986-1998)
- Josselin de Rohan (1998-2004)
- Jean-Yves Le Drian (2004-2012)
- Pierrick Massiot (2012-2015)
- Jean-Yves Le Drian (2015-2017)
Dilennidi 2015-2021
kemmañ
Dilennidi eus 2010 da 2015
kemmañDilennidi eus 2004 da 2010
kemmañ83 c'huzulier e oa er C'huzul-rannvro :
- 58 evit al listenn « Breiz a-gleiz, Breiz d'an oll » hervez an anv bet implijet e 2004 (Strollad Sokialour, Strollad Komunour Gall, Strollad Radikal an Tu-kleiz, Ar Re C'hlas, Unvaniezh Demokratel Breizh)
- 25 kuzulier evit al listenn « Unvaniezh evit gounit » : (UMP, PCD, UDF)
Dilennidi all, eus 1998 da 2004
kemmañ83 c'huzulier e oa er C'huzul-rannvro :
- 3 eus tu-kleiz tre
- 34 eus tu-kleiz lies (Strollad Sokialour Gall, Strollad Komunour Gall, hag all)
- 1 eus Génération Écologie
- 1 eus CPNT
- 33 eus RPR (Bodadeg evit ar Republik) / UDF (Unvaniezh evit Demokratelezh ar vro)
- 4 eus tu-dehoù
- 7 eus FN (Talbenn Broadel)
Josselin de Rohan − RPR (Bodadeg evit ar Republik) − e oa Prezidant ar C'huzul-rannvro.
Eus 1992 da 1998
kemmañ- 3 eus PCF (Strollad Komunour Gall)
- 19 eus MRG (Strollad Radikal Tu-Kleiz) - PS (Strollad Sokialour)
- 6 eus ar re C'hlas
- 6 eus Genel ekologiezh
- 1 eus CPNT
- 33 eus UDF ha RPR
- 4 eus tu-dehoù
- 7 eus FN (Talbenn Broadel)
Yvon Bourges (RPR) e oa Prezidant ar C'huzul-rannvro.
Eus 1986 da 1992
kemmañ- 4 eus PCF (Strollad Komunour Gall)
- 30 eus PS (Strollad Sokialour)
- 41 eus an emglev RPR (Bodadeg evit ar Republik) / UDF (Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall)
- 4 eus tu-dehoù
- 2 eus FN (Talbenn Broadel)
Yvon Bourges (RPR) e oa Prezidant ar C'huzul-rannvro.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù
kemmañ- (br) (fr) (gal) Lec'hienn Kuzul-rannvro Breizh