Embann ar Menezioù Du

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Embann ar Menezioù Du eo anv brezhonek[1] an ti-embann Les Éditions des Montagnes Noires staliet e Gourin (Mor-Bihan) hag a embann levrioù war glad ar Vro, levrioù war an istor lec'hel d'an aliesañ hag a bep seurt levrioù all e galleg. Gant Claude Boissière int bet savet e 1998. Ken niverus eo bet al levrioù diwar-benn Breizh m'eo deuet da vezañ unan eus an embannerien-rannvro.

Krouet e oa bet an ti-embann Les Éditions des Montagnes Noires e 1998 e-lec'h m'emañ e chomlec'h hiziv gant Claude Boissière. Diskleriet eo evel un embregerezh hiniennel. E 1985 e oa bet krouet an ti-moullañ (renket evel ti-moullerezh an trevelloùKeltia Graphic e Speied gantañ hag eñ merer anezhañ betek 2013. Embann a rae levrioù-rannvro dija.

Politikerezh embann

kemmañ

Hervez ar pezh a vez dispaket e pajenn degemer o lec'hienn Web e produ Embann ar Menezioù Du oberennoù war glad Breizh hag an istor lec'hel, ha romantoù, danevelloù istorel, arnodskridoù ha buhezskridoù ivez. Ne vez ket embannet levrioù brezhonek, met un darn anezho a denn d'ar brezhoneg pe e-sigur an tem, al lennegezh hag ar skrivagnerien vrezhonek, pe dre ma taolenn tud a veve en ur gevredigezh vrezhonek er Menezioù Du ha tro-dro dezho gwezhall.

Posupl eo arselliñ an holl broduerezh pa seller ouzh roll al levrioù peurwerzhet (165 e 2024) hag al levrioù e gwerzh. Gwerzhañ a reont ivez ar stok levrioù a zo chomet goude klozadur Keltia Graphic.

Lec'hienn Web

kemmañ

Pep rubrikenn pe rummad levrioù a zo un anv gallek ha brezhonek ganti.

Pennadoù nes

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Meneget eo an anv-se war al levrioù, da heul an hini ofisiel.