Digeriñ al lañser pennañ

Gourin (kumun)

kumun ar Mor-Bihan

ArdamezioùAozañ

  Palefarzhet: ouzh 1 ha 4, en argant e bemp gwerzhidenn en gul treustellet ha kenstag hag eilet ouzh kab gant peder rozenn kevliv; ouzh 2 ha 3, en glazur e groaz pavek en aour; e gab en erminig.
  • Aozer: Jean Hénaff
  • Diviz-kêr: 1946

IstorAozañ

HenamzerAozañ

XVIIvet kantvedAozañ

  • Bonedoù Ruz, 1675:
    • trubuilhoù a voe er barrez d'an 29 ha d'an 30 a viz Even; ouzhpenn 200 a dud a dagas ti gwreg François Jan, ur sarjant, e-tal ar vered, goude an oferenn-bred d'an 29, torret dorioù ha prenistri an ti a daolioù mein, gwallgaset e voe ar sarjant, huchet e oa an taos-holen gantañ, tapet e holl baperioù, ur fuzuilhenn ha div bistolenn; mont a reas an emsavidi da di Georges Le Sallay, ur serjant all; d'an 30, ur sulvezh, ouzhpenn 300 a dud a dagas ti François Millier, kemeret ar paper timbr gante ha devet war wel d'an holl[3][4];
    • un digoll a 5 500 lur a voe paeet gant ar barrez ha gant he zrevioù (ar Sent en o mesk) d'an aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad Emsavadeg ar Bonedoù ruz[5];
    • nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Gourin goude an emsavadeg[6].

Dispac'h GallAozañ

  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790; gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Gourin gant teir c'humun ennañ: ar Sent, Gourin ha Roudoualleg; e Bann ar Faoued e oa; Gourin, sez ur senesaliezh, a glaskas mirout he sez roueel, met nac'het e voe gant Ar Faoued; en aner c'hoazh e klaskas Gourin bout staget ouzh Karaez war tachenn ar justis [7]; miret ha brasaet e voe kanton Gourin gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Roudoualleg en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[8][9].

XXvet kantvedAozañ

Brezel-bed kentañAozañ

  • 303 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,60 % eus he foblañs e 1911 [10]

[11].

Eil Brezel-bedAozañ

BrezhonegAozañ

  • Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [19].
  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1994.
  • E distro-skol 2018 e oa 73 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (24 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [20].

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

  • Kastell Troñjoli.
  • Monumant ar re varv.
  • Chapel Sant Herve

DouaroniezhAozañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

 

TudAozañ

Tud bet ganet er gumunAozañ

MelestradurezhAozañ

GevelliñAozañ

bro kêr abaoe
  Polonia Kamionka 2007
  Iwerzhon Ros Eó 1992

FestoùAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Dave ha notennoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajennoù 16 ha 17
  3. Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 113, 118 ha 119.
  4. D. Tempier, La Révolte du papier timbré en Bretagne. Nouveaux documents, pajennoù 123-151.
  5. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109.
  6. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 152-154
  7. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
  8. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 107
  9. Cassini - EHESS - Roudoualleg - Fichenn ar gumun
  10. memorialgenweb - Monumant ar re varv e kreiz ar vourc'h
  11. [ http://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?insee=56066&dpt=56&idsource=44655&table=bp07 memorialgenweb - Monumant ar re varv er vered]  
  12. Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
  13. Pertes RAF Morbihan
  14. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 13-17
  15. Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, Embannadurioù Liv' éditions, Le Faouët, ISBN-10: 2844970966 ISBN-13: 978-2844970961 (e galleg)
  16. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 30 ha 31
  17. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
  18. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 110
  19. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  20. Ofis Publik ar Brezhoneg