Brigitte Macron
Brigitte Macron (ganet Trogneux ha bet Auzière), ganet d'an 13 a viz Ebrel 1953 en Amiens, zo gwreg Emmanuel Macron, prezidant ar Republik gall, goude bezañ bet hini ar bankour André-Louis Auzière.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Brigitte Macron |
Anv ganedigezh | Brigitte Marie-Claude Trogneux |
Anv-bihan | Brigitte, Marie-Claude |
Anv-familh | Macron, Auzière |
Moranv | Bibi |
Deiziad ganedigezh | 13 Ebr 1953 |
Lec'h ganedigezh | Amiens |
Tad | Jean Trogneux |
Mamm | Simone Pujol |
Breur pe c'hoar | Jean-Claude Trogneux |
Pried | Emmanuel Macron, André-Louis Auzière |
Bugel | Tiphaine Auzière, Laurence Auzière-Jourdan, Sébastien Auzière |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | kelener pe kelennerez eilvet derezh |
Implijer | Lycée Saint-Louis-de-Gonzague |
Karg | spouse of the President of France |
Bet war ar studi e | Lycée Henri-IV |
Studier | Emmanuel Macron |
Lec'h annez | Élysée Palace, Truchtersheim |
Prizioù resevet | Grand Cross of the Order of the Dannebrog, Knight Grand Cross of the Order of Merit of the Italian Republic, Commander of the National Order of the Ivory Coast |
Lec'hienn ofisiel | https://www.elysee.fr/brigitte-macron, https://www.elysee.fr/en/brigitte-macron, https://www.elysee.fr/de/brigitte-macron |
Lesanvioù
kemmañEvel hec'h eil pried Emmanuel Macron e vez taget drouk Brigitte Macron, dre vras war he oad[1]. Lesanvet eo la vieille dreist-holl gant he enebourien memes ar re tost ouzh hec'h eil gwaz[2]. Gant lod tud sot gant an iriennoù e vefe hi treuzreviad setu perak e lezanvont anezhi Brichel, ur c'hemmesk etre Jean-Michel Trogneux ha Brigitte Macron [3].
Afer Jean-Michel Trogneux
kemmañMiz Kerzu 2021, ur « mediom » ha youtuberezh o vevañ en Angers, Delphine Jégousse lesanvet Amandine Roy, a embann ur video gant Natacha Rey. Ar vaouez-se eus an internet, liammet gant an tu dehoù pellañ ha bedoù teoriennoù an irienn, a n'em ginnig evel kazetennerezh dizalc'h. Ar video a zo titlet « Le mystère Brigitte Macron ». An div a embann eo Brigitte Macron ur paotr anvet Jean-Michel Trogneux (an he vreur). An div a embann eo kentañ gwaz Brigitte Macron un ijinadenn ha n'eo ket mamm tri bugel a-benn neuze. Ur wech embannet ar video e grog an hashtag #JeanMichelTrogneux war Twitter.
Abaoe miz Ebrel 2021, Faits & Documents en deus kendalc'het da ouzhpennañ munudoù e 6 niverenn disheñvel.
Miz C'hwevrer 2022, Brigitte Macron a zoug klemm er sivil ha kastiz a-enep Amandine Roy ha Natacha Rey e lez-varn Pariz. Er sivil, d'an 8 a viz Meurzh 2023, lez-varn varnerezhel Pariz en deus disklêriet e oa nul an engalvadenn evit tagadenn a-enep ar vuhez prevez ha gwir ar skeudenn, o embann e vije bet ranket anveout ar fedoù-se ganti gwallvrudañ foran. Ar varnadenn lezennel ganti lakaet kostezenn sivil ha doouget d'an 31 a viz Genver 2022, n'eo ket bet barnet c'hoazh.
Ouzhpenn-se, ar priedoù Auzière o deus douget klemm evit gwallvrud. E miz Genver 2023 eo bet dalc'het ar varnadenn. Embannet eo bet e miz C'hwevrer 2023 an disoc'h, o welet Amandine Roy ha Natacha Rey o vezañ lakaet da gablus ha kastizet gant un tailh-akstiz a 2 000 € evit pep hini.