Urzh an Templ
Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon (e latin: Pauperes commilitones Christi Templique Solomonici), anavezet gwelloc'h dre an anv Urzh an Templ, ha Templourien pe Paotred an Templ, pe c'hoazh Marc'heien an Templ, a veze graet eus e izili, a oa un urzh relijiel ha soudardel bet savet d'an 22 a viz Genver 1129 a-benn gwareziñ ha sikour ar birc'hirined a yae da Jeruzalem da vare Brezelioù ar Groaz. Padout a ray an urzh tost da zaou gantved a-raok bezañ divodet gant ar pab Klemañs V d’an 13 a viz Meurzh 1312. Pledet en doa kalz Urzh an Templ gant an arc'hant hag un aozadur kreñv a oa bet savet ganto a-dreuz ar broioù kristen gant ur rouedad lec'hioù anvet komandirioù, hag a oa un egin sistem bankerezh ha lec'hioù kreñv koulz en Europa hag en Douar Santel.

Diwezh an Urzh kemmañ
Liammet start e oa berzh mat an Demplourien ouzh Brezelioù ar Groaz. Pa oa bet kollet an Douar Santel ez eas brud vat an urzh war zisteraat. Brudoù a redas war lidoù kuzh degemer evit an izili nevez, ha roue ar Frañs, Fulup IV, a zlee arc'hant bras dezho, a gavas e dro hag a bouezas war ar Pab Klemañs V evit ma vije graet un dra bennak a-enep dezho. E 1307 e voe lakaet ar c'hrog war ur bern templourien e Rouantelezh ar Frañs, boureviet a-benn diskuliañ traoù gaou, ha barnet da vezañ devet ent-bev. E-pad bloavezhioù e talc'has start Fulup IV war ar Pab evit ma tivodfe hemañ an Urzh, ar pezh a reas a-benn ar fin er bloaz 1312. Er bloaz 2002 ez eus bet adkavet un diell orin a lavar e oa bet digabluzet e-kuzh renerien an Urzh gant ar Pab Klemañs V.
Ar vistri veur kemmañ
# | Ardamez | Anv | Amzer e karg |
---|---|---|---|
1. | Hugues de Payns | 1118-1136 | |
2. | Robert de Craon | 1136-1147 | |
3. | Everard des Barres | 1147-1151 | |
4. | Bernard de Tremelay | 1151-1153 | |
5. | André de Montbard | 1153-1156 | |
6. | Bertrand de Blanchefort | 1156-1169 | |
7. | Philippe de Milly | 1169-1171 | |
8. | Eudes de Saint-Amand | 1171-1179 | |
9. | Arnau de Torroja | 1181-1184 | |
10. | Gerard de Ridefort | 1185-1189 | |
11. | Robert de Sablé | 1191-1193 | |
12. | Gilbert Erill | 1193-1200 | |
13. | Phillipe de Plessis | 1201-1208 | |
14. | Guillaume de Chartres | 1209-1219 | |
15. | Pedro de Montaigu | 1218-1232 | |
16. | Armand de Périgord | 1232-1244 | |
17. | Richard de Bures (Arvarus) | 1244/5-1247[1] | |
18. | Guillaume de Sonnac | 1247-1250 | |
19. | Renaud de Vichiers | 1250-1256 | |
20. | Thomas Bérard | 1256-1273 | |
21. | Guillaume de Beaujeu | 1273-1291 | |
22. | Thibaud Gaudin | 1291-1292 | |
23. | Jacques de Molay | 1292-1314 |
Notennoù ha daveennoù kemmañ
- ↑ Lazhet pe prizoniet e oa bet en emgann La Forbie; Richard de Bures a zo bet e penn an Demplourien betek dilennidigezh Guillame de Sonnac; daoust ha Mestr Meur eo bet, dael a zo war an dra-se. Gwelet amañ