Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Hugues II de Payns (pe Hugues II de Payens a-wechoù), a oa ur marc'heg eus Champagn, anavezet-mat en abeg ma oa bet krouet gantañ ar vezin gristen a deuas da vezañ Urzh an Templ adalek 1129. Bezañ e voe ar mestr meur anezhañ eus 1129 betek e varv e 1136.

Hugues de Payns,
livadur gant Henri Lehmann (1841).

E vuhez

kemmañ

N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn lec'h ganedigezh Hugues II de Payns ha ne c'haller nemet goulakaat e oa bet ganet e-tro 1070-80. Mab e oa d'an Aotrou Hugues de Payns ha d'ur vaouez hag a zo chomet dianav hec'h anv ; ur mab all en devoe ar c'houblad, Acheus e anv. Hervez istorourien 'zo (an arc'heskob gall Guillaume de Tyr en o zouez) e vije ganet e Payns, ur gêriadenn hag a zo 12 km er gwalarn da gêr Troyes, kêrbenn konted Champagn.

D'ar 27 a viz Du 1095, da-geñver sened-iliz Clermont, e voe roet lañs d'ar C'hentañ Kroaziadeg gant ar Pab Urban II (e-tro 1042-1099) evit ma vije dieubet an hent da Jeruzalem bet stanket d'ar birc'hirined gristen gant an Durked. Ne gemeras ket perzh Hugues II de Payns er groaziadeg-mañ a voe peurachuet gant dibenn Seziz Jeruzalem d'ar 15 a viz Gouere 1099. Ne voe nemet e 1104 ma ambrougas e bennaotrou Hugues Ier de Champagne d'an Douar Santel ma chomas e-pad tri bloaz a-raok distreiñ d'e di e 1107. Eurediñ a reas da Elisabeth de Chappes e 1108, ha pevar bugel en devoe (Gibuin, Isabelle, Herbert ha Thibaud) ganti.

En Douar Santel da vat

kemmañ

Pan eas e wreg da Anaon e 1113 pe 14 e reas e vennozh mont d'an Douar Santel adarre ha d'ober e annez eno. A-gevret gant Godefroy de Saint-Omer e savas an Tour de Destroit, etre Haifa ha Césarée, da zifenn ha da wareziñ ar birc'hirined a oa gant o hent war-du Jeruzalem. Goude bezañ krouet Urzh Marc'heien Baour ar C'hrist gante e 1118 e fizias Baudouin II, roue Jeruzalem ar c'houlz, enne ul lodenn eus e balez a veze graet Templ Salomon anezhi. Anvet e voe an urzh nevez Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon diwar neuze, Geoffroy Bisol, André de Montbard, Payen de Montdidier, Archambault de Saint-Amand, Godefroy, Gondemare ha Roral anv ar varc'heien all.
[...].

Levrlennadur

kemmañ
  • Jacques Dubourg, Les Templiers dans le Sud-Ouest, Éditions Sud Ouest, 2001.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ