Clermont-Ferrand
kumun Bro-C'hall
Clermont-Ferrand | ||
---|---|---|
![]() Gwel eus kêr gant ar Puèi de Doma, ur menez-tan, er pelloù. | ||
![]() | ||
Anv okitanek | Clarmont (d'Auvèrnhe/d'Auvèrnha) | |
Anv gallek (ofisiel) | Clermont-Ferrand | |
Bro | Arvern | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Auvergne-Rhône-Alpes | |
Departamant | Puy-de-Dôme (prefeti) | |
Arondisamant | Clermont-Ferrand (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h nav c'hanton | |
Kod kumun | 63113 | |
Kod post | 63000, 63100 | |
Maer Amzer gefridi | Olivier Bianchi 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Clermont Communauté | |
Lec'hienn web | www.clermont-ferrand.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 147 284 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 3 452 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 358 m bihanañ 321 m — brasañ 602 m | |
Gorread | 42,67 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Clermont-Ferrand (e galleg) pe Clarmont (d'Auvèrnhe/d'Auvèrnha) (en okitaneg) eo kêr-benn Bro-Arvern koulz ha hini ar rannvro a zo bet anezhi betek adreizhadur tiriadel Bro C'hall e 2015. Prefeti departamant ar Puy-de-Dôme eo ivez.
142 600 a dud a oa o chom enni e 2016[2], met poblet kenañ eo an tolpad kêrioù gant 482 000 a dud.
DouaroniezhAozañ
Lec'h diazez Clermont en em gav etre divrec'h ar stêr Tiretaine.
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
- Nemossos (Strabon, IV, 2, 3)
- Augoustonemeton (Ptolemaios, II, 7, 12)
- (A)ogusto(ne)meto (CIL, XIII, 5209)
- Aug. Nemeto (Tabula Peutingeriana)
- Civitas Arvern(orum) (CIL, XVII, 341; maen-bonn milia pasuum 244/249)
- Arumbernos = Arvernos (Not. Gall.)
- Arvernus Municipiolus; Urbs Arverna; Arvernum Oppidum (Sidonius Apollinaris; EP. III, 1; III, 12; VI, 12;VII, 15)
- Arvernus ; Civitas Arverna (Gregor Teurgn)
GerdarzhAozañ
- Nemossos = lec'h sakr
- Augustonemetum = lec'h sakr dindan anv an impalaer (Aogust)
- Arvern- = diouzh anv ar bobl
ArdamezioùAozañ
En glazur, e groaz leun en gul e c'houremm en aour, ur vlourdilizenn ivez en aour ouzh pep konk.
IstorAozañ
- Clermont a zo bet taget meur a wech gant Wizigoted Akitania etre 470 ha 475. Mes, difennet mat gant Sidonius Apollinaris, prefed koz kêr Roma, e c'hellas chom dieub anezo.
- Er bloaz 475, en despet da se, impalaer ar C'hornog, Flavius Julius Nepos, e roas Clermont ha bro Arvern d'ar roue wizigoth Eurig, evit adkabout bro Brovañs. Sidonius Apollinaris e gomzas eus un emglev mezus.
- Victorius e oa laket e penn ar vro, evit kont Eurig, titl dug gantañ.
- Goude emgann Vouillé, digouezh a reas Clermont dindan gallout ar Vranked.
- Er bloaz 1630 e oa bet unvanet kêrioù Clairmont diouzh un tu, ha Montferrand diouzh an tu all, da vont d'ober "Clairmont-Ferrand".
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
SkeudennaouegAozañ
ArmerzhAozañ
- Emañ sez an embregerezh Michelin e Clermont-Ferrand.
Emdroadur ar boblañs 1793-2011Aozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
GevelliñAozañ
- Salford Bro-Saoz (abaoe 1966)
- Regensburg Alamagn (abaoe 1969}}
- Gomel Belarus (abaoe 1977)
- Obair Dheathain Bro-Skos (abaoe 1983)
- Oviedo Spagn (abaoe 1988)
- Norman Stadoù-Unanet (abaoe 1994)
- Bizerte Tunizia (abaoe 1998)
- Marrakech Maroko (abaoe 1998)
- Braga Portugal (abaoe 1999)
- Oyem Gabon (abaoe 2006)
- Anshan Sina (abaoe 2006)
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Françoise Prévot, Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. VI. Province ecclésiatique de Bourges (Aquitania Prima), De Boccard, 1989.