23
bloavezh
Bloavezhioù: 20 21 22 - 23 - 24 25 26 | |
Dekvedoù: 0 - 10 - Bloavezhioù 20 - 30 40 | |
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved | |
Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved |
Diwar-benn bloaz 23 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -23, gwelet ar bajenn : | -23 |
Evit an niver 23, gwelet ar bajenn : | 23 (niver) |
776 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) / 0023 goude Krist
Skiantoù an den
kemmañDarvoudoù
kemmañ- Impalaer : Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14 (>16.03.37)
- Koñsuled : C(aius) Asinius Pollio & C(aius) Antistius Vetus
- Neron Kaezar, ha Drusus Kaezar, mab Germanicus, a zo dizkouezet d'ar Sened gant Tiber.
- Lakaat a ra Sejan da ampoezoniñ Drusus Yaouank, advab Tiber. Bodet eo ar gward pretorian gantañ en ur c'hazarn hepken e Roma. Aonik eo ar gouarnamant rak iriennoù a bep seurt e gwir pe e gaou. Embannet e vez lezennoù dispis da wareziñ ar galloud o kreñvaat evel-se enkrez an diraniezh. E vad a ra Sejan eus an aergelc'h-se a-benn kreñvaat e c'halloud. Kregiñ a ra da vezañ mestr war ar Sened ha war Tiber. Ur wech kollet e vab gantañ e tilez Tiber traoù an Impalaeriezh evit en em reiñ d'ar plijadurioù.
- Dalc'het eo gward an Impalaerien roman er-maez eus kêr, er fabourzioù.
- Ren Ptolemaios, roue Mauretania (fin e 40).
- Cunobelinos, roue an Drinovanted hag ar Gatuvellauned (c. -10/+40)
- Adsavet eo perc'henniezh prevez an douar.
- Sevel a ra an Impalaer Liu Xuan, anezhañ un diskennad eus an dierniezh impalaerel Han war an tron. E penn an emsaverien a-enep da dierniezh Xin Wang Mang e oa.
- Drouklazhet eo an Impalaer skaper Wang Mang.
Relijionoù ha mitologiezhioù
kemmañArzoù ha sevenadur
kemmañTeknikoù ha skiantoù da dalvezout
kemmañ- Embann a ra an douaroniour gresian Strabon Douaroniezh, ul labour a zispleg ar bed anavezet gant ar Romaned hag ar C'hresianed kozh da vare an Impalaer Aogust. Al levr nemetañ eus e seurt zo deuet betek ennomp eus mare an Henamzer ez eo.
Buhez pemdez ha dudi
kemmañ- Plinius an Henañ, skrivagner skiantour ha naturour Henroma, bet ganet e Como (aozer an "Istor Naturel", hag eontr Plinius ar Yaouankañ).
- Drusus Julius Caesar, mab an Impalaer Tiberius Claudius Nero Caesar, ampoezonet.
- 6 Here : Wang Mang, Impalaer Sina eus an dierniezh Xin, bet skrapet ar galloud gantañ digant an dierniezh Han.
- Juba II, roue Mauretania.