Cunobelinos (Κυνοβελλίνος e gregach gant Cassius Dio) pe Cunobelinus e latin, pe Cunobelin, a oa roue meur Brezhoned bro lezioù an Tavoez, en Enez Vreizh, e fin ar c'hantved diwezhañ a-raok JK, a-raok an aloubadeg roman. Roue e oa war ar bobl Catuvellauni, a oa o c'hêr-benn e Verulamium, tra ma oa hini ar bobl Trinovantes e Camulodunum. Anavezet eo dre ma'z eo meneget gant an istorourien roman Suetonius, a lavar Britannorum rex (Roue ar vrezhoned) anezhañ, ha Cassius Dio. Kalzik a bezhioù moneiz gant e anv zo bet kavet.

Pezhioù Cunobelinus
Coin of Cunobelinus.

Gerdarzh

kemmañ

Deuet eo e anv da vezañ Konvelen e brezhoneg ha Cynfelyn e kembraeg. Eus an anv-se (met douget gant un den all evel-just) e teufe anvioù parrezioù Plougonvelen ha Plougouvelen. Dont a rafe e anv eus cuno- (ki) ha Belenos, anv un doue kelt.

Mab e oa da dTasciovanos, a oa roue war ar pobloù Catuvellauni ha Trinovantes (Suffolk hag Essex a-vremañ) war un dro. Pa varvas e dad e savas Cunobelinos war gador-roue ar Gatuvellauni hag ec'h embannas e-unan e oa roue-uhel Preden. E « Camulodunum » (hiriv Colchester) e oa e gêr-benn. Eus ar bloaz 10 betek 41 e strivas da astenn e c'halloud war ar bobl Catuvellauni. Brezeliñ a reas ouzh Andoco moarvat, met goude ar bloaz 20 e rene ivez war lez hanternoz ar stêr Tavoez hag e krogas da astenn e c'halloud war hanternoz, goude distroadet Verica war-dro 40.

Mat e oa e zarempredoù gant an impalaeriezh roman. Ren a reas betek aloubadeg an impalaer Glaoda I, e 43 kent J.-K.. Hervez Cassius Dio[1] e oa tad da Garatacos a gasas ar brezel a-enep lejionoù Aulus Plautius, ha da Dogodumnos, lazhet e-kerzh emgann-veur Medway, e 43.

Lennegezh

kemmañ

E anv a zo bet kemeret gant Shakespeare evit e drama : The Tragedy of Cymbeline, King of Britain, gant Shakespeare war-dro 1611.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ